Category: Danvez sevenadurel

Un teul war Pont-Aven, kêr al livourien war Bécédia

Publié le 26/09/2017

Amerikaned an hini oa an arzourien gentañ a reas kêr al livourien eus Pont-Aven e kreiz an XIXvet kantved, pell kent ma teuas eno Paul Gauguin hag Émile Bernard. A-drugarez d’ar gentidi-se e teuas Pont-Aven da vezañ ur stal-livañ war ar maez hag annez krouerien o klask awen. Displegañ a ra Estelle Guille des Buttes-Fresneau war […]

Lenn ar pennad

Bazhvalan kinniget da brezhonegerien bro Roazhoñ

Publié le 24/10/2016

Ur wech ar miz, d’ar Gwener da noz, e vez pedet brezhonegerien bro Roazhoñ da bakañ banne o kaozeal brezhoneg. E Skol an Emsav e vez staliet an Davarn vrezhonek. Ezhomm ‘z eus, eme an aozerien, da gaout seurt prantadoù evit kaout un digarez da vrezhonegiñ, evit ar re a zo o paouez deskiñ brezhoneg […]

Lenn ar pennad

Nozvezh Philippe Durand e Brest

Publié le 25/02/2016

Un nozvezh evit enoriñ Philippe Durand, aozet gant Gwarez filmoù, a vo dalc’het d’ar gwener 26  a viz c’hwevrer 2016 adalek 8eur noz e sinema Studios e Brest. Philippe Durand (1932 – 2007) a zo bet barzh, kazetenner, senarier ha sevener evit ar sinema hag ar skinwel. Sevenet en deus ivez un hanterkant film bennak, […]

Lenn ar pennad

An abadenn radio “Sevenadurioù” diwezhañ da bellgargañ

Publié le 16/02/2016

Emañ an abadenn “Sevenadurioù” diwezhañ enlinenn, da bellgargañ war lec’hienn radiobreizh.net. Petra eo ur vro ? Pegen lies eo ar respontoù pa vez savet ar goulenn-mañ ! Perak ez eo ar broioù e Breizh un dra gwriziet ken don e kalon an dud ? Deus pelec’h e teu ar santimant ken kreñv da vezañ eus […]

Lenn ar pennad

Ur chadenn video nevez enlinenn war lec’hienn BCD/Sevenadurioù Breizh

Publié le 11/12/2015

Ur chadenn video a zo bet lakaet enlinenn nevez’zo gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo d’ar raktres Bazhvalan / Baçadou. Adkavout a rit c’hwec’h atersadenn gant Daniel Giraudon, enklasker, a zegaso kuzulioù evit ar re a fell dezho mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik. Perak mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik ? Penaos kaout un eil emgav […]

Lenn ar pennad

Samain, Barzaz Breizh ha Kalevala da selaou e-kreiz abadenn diwezhañ Sevenadurioù

Publié le 23/11/2015

Abadenn radio diwezhañ Sevenadurioù a zo bet lakaet enlinenn. Gant Brigitte Kloareg ez aimp d’ober un tamm tro betek Bro gKareli a-benn ober muioc’h anaoudegezh gant ar C’halevala, un oberenn par d’ar Barzaz Breiz e meur a geñver bet embannet e 1835 gant Elias Lönnrot. Da selaou dre amañ !

Lenn ar pennad

Un diskouezadeg war René Yves Creston e Batz-sur-mer

Publié le 20/11/2015

Kinnig a ra Mirdi palud-holen Batz-sur-Mer div diskouzadeg pad betek an 3 a vizgenver 2016. An hini gentañ anvet René-Yves Creston, mare ar jestr, a zo bet savet gant Mirdi palud-Holen Batz-sur-Mer gant sikkour familh René Yves Creston. An eil, Luskad an amzer habask, a zo kinniget gant Padraig Creston. An div diskouezadeg-mañ a stroll […]

Lenn ar pennad

An istor hag an niverel

Publié le 19/11/2015

An istor hag an niverel a vo talbenn un diviz aozet e Skol-veur gatolik ar C’hornôg e Arradon d’ar meurzh 24 a viz du o tont. Dre sikour an niverel ez eus tu skigañ an danvez istorel d’ar brasañ niver. Aes eo tizhout dielloù war internet, da dreuzkas danvez prizius pe c’hoazh da ginnig pennadoù istorel […]

Lenn ar pennad

Emgavioù aktourien sevenadur Breizh el Liger Atlantel e miz du ha kerzu

Publié le 30/10/2015

Pediñ a ra Ajañs sevenadurel breizhek Morvan Lebesque aktourien sevenadur breizh departamant al Liger Atlantel da 6vet « Emgavioù aktourien sevenadur Breizh ». Aozet e miz du ha kerzu 2015, an emgavioù-se a zo aozet evit kinnig sevenadur Breizh el Liger Atlantel hag al labour a vez graet gant an ajañs evit brudañ ha diorroiñ  […]

Lenn ar pennad

Ar c’hontadennoù e Breizh, talbenn an abadenn radio Sevenadurioù

Publié le 19/10/2015

Emañ an abadenn radio “Sevenadurioù” diwezhañ enlinenn. Talbenn ar miz-mañ : ar c’hontadennoù e Breizh. Un drugarez evit kaozeal deus “Il était une fois… en Bretagne, Contes, collectes & conteurs” un diskouezadeg niverel bet lakaet enlinenn gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo an abadenn-mañ da Albert Poulain, konter meur eus Piperia aet d’an aon d’ar 6 a […]

Lenn ar pennad