An Ankoù e Breizh-Izel

Aozer : Daniel Giraudon / Genver 2017
Lies gwezh eo bet lakaet Breizh da vezañ bro ar marv gant skrivagnerien ar romantelezh. Gant Jacques Cambry e oa bet graet kerkent hag en XVIIIvet kantved en e levr Voyage dans le Finistère. Anatol Ar Braz eo, avat, en deus displeget hevelep skeudenn en he splannañ e-barzh e oberenn veur La légende de la mort en Basse-Bretagne embannet e 1893 hag adembannet meur a wezh abaoe. A bajenn da bajenn el levr-mañ e vez skeud an Ankoù o tarnijal dalc’hmat, sed omp bet war e roudoù ivez dre hentoù don Breizh-Izel.

Orin an anv ha skeudennoù a-gozh

Ar Marv personiet eo an Ankoù, pe/hag e vicherour, hag e roll eo dont er bed-mañ da gerc’hat an dud toc’hor evit o c’has d’ar bed all goude ambroug anezho war o zremenvan. Deuet e anv dezhañ eus ur wrizienn geltiek nek a dalvez kement ha lazhañ, mervel. Ar wezh kentañ ma ’z eo bet meneget an termen-mañ, gouez deomp bepred, a zo e-barzh ur spisc’her war ur skrid latin eus an IXvet kantved.

Karnel ar Roc’h-Morvan (29). War piñsin ar garnel ez eo skrivet gourdrouz an Ankoù e galleg : « Je vous tue tous ». Poltred gant Daniel Giraudon
Kizellet pe livet eo bet skeudenn an Ankoù en ilizoù hag e karnelioù Breizh-Izel. Eskern tout an tamm anezhañ, gantañ un ostilh bennak en e zorn. Kaoz a vez eus an Ankoù ivez e lennegezh vrezhonek ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved evel ur penn-den er pezhioù-c’hoari, hag anv zo anezhañ e barzhonegoù zo eus ar c’hantvedoù-se. Nevesoc’h zo c’hoazh ez eo bet bras e blas e kontadennoù hag e mojennoù ar bobl, kaset dre gomz a rummad da rummad.

Meur a garg, meur a gefridi d’an Ankoù, meur a ostilh ivez

Ouzhpenn muntrañ ha kas ar re varv d’ar bed all e veze lakaet kargoù all war e chouk gant kredennoù ar bobl, evel touller bezioù, embanner ar marv, peotramant paotr ar justis. Daoust d’ar pezh a soñjer peurvuiañ, n’eo ket ur falc’h a veze gantañ an aliesañ da gentañ penn. Kentoc’h ez eo ul lañs, ur speg, ur saezh stuc’hiet a weler war bouez e zorn er skeudennoù koshañ anezhañ, pe e vent kizellet, pe livet pe deskrivet gant al lennegezh. Evit e vicher touller bezioù e vez gantañ ivez ur bal, ur pig pe un trañch. N’eo ken met dindan pluenn folkloristed an XIXvet ha war-lerc’h e vo gwelet gantañ ostilh ar falc’her buhezioù. Gwigour rodoù karigell an Ankou a zo ur seblant fall a skouerieka e gefridi embanner ar marv, da serr-noz, tri devezh a-raok marv un den en tiegezh ma vo bet klevet pe e re e amezeien. Evit kement-mañ e vez sikouret gant ur gaouenn a vez graet anezhi labous an Ankoù pe skrijer-noz a sklasa gwad an dud pa glevont anezhi diouzh an noz. Seul dostoc’h ouzh hon amzer-ni, seul vuioc’h a stumm den gant an Ankoù, diouzh kredennoù hag ijin ar bobl.

An Ankoù en hengoun dre gomz betek an deiz hiziv

Diouzh m’emeur e lec’h-mañ-lec’h e Breizh-Izel ez eo Ankoù ar c’hentañ den marvet e-kerzh ar bloavezh, pe an hini diwezhañ er bloavezh kent, da lavaret eo e vez un Ankoù nevez bep bloaz. A-bouez eo oad an Ankoù. Mar bez yaouank e klasko kas d’ar bed all tud a oad gantañ. Mar bez kozh avat e vo d’ar re gozh d’en em chalañ evit ar mizioù a zeu. Diouzh temz-spered Ankoù ar bloaz e varvo mui pe vui a dud ivez. Mar bez brud un den drouk warnañ ez aio kalz a dud gantañ e-barzh e garr.  

Ne vez ket an Ankoù e-unan o kas e labour da benn. An eil war roll ar re marvet er barrez a skoazell anezhañ. Dezhañ da gas al loen-kezeg dre e vrid, da zigoriñ ar c’hlouedoù ha da sammañ korfoù ar re varv.

N’eo ket paket en e liñsel an hini eo ez eo bet deskrivet an Ankoù breizhat diwar an XIXvet kantved. Gwisket e vez evel tud ar vro, kuzhet e zremm gant un tok ront ledan ma weler  dindanañ e vlev hir ha gwenn. E gorf hir ha treut, relegoù holl, a spurmanter ivez dindan e hir a vantell zu.

Diskennad un doue ?

Klaskerien zo a soñj dezho ez eo heñvel a-walc’h an Ankoù ouzh Sukellos ar C’halianed, doue e vailh d’ar re-hont, diwar an droienn vrezhonek « morzholig an Ankoù » (xestobium rufovillosum), rak seblant fall eo an taolioù a glever gant an amprevaned-se o toullañ ar prenn. Padal ne weler morzhol ebet neblec’h e-mesk stalabard an Ankoù muntrer. Bez’ c’hellfe ur gredenn all koulskoude, hini ar mell benniget liammet ouzh ar marv ivez, reiñ tro da vont d’an tu-se. Met n’eus bet testeni ebet betek-henn a gement en dije lakaet ar mell-se e daouarn an Ankoù.


Doue galian e vailh, e Sant-Vedan (22). Lod a soñj dezho ez eo heñvel an Ankoù ouzh Sukellos ar C’halianed, doue e vailh, a zo manet ur gaer a zelwenn anezhañ e Sant-Vedan, war ar maez. Poltred gant Daniel Giraudon.

Hiziv ez eo deuet an Ankoù da vezañ tra ken met un dudenn er bannoù-treset, hag a-wezhioù c’hoazh e vez douget e relegoù pa vez prosesion evit manifestiñ a-enep ar stal-mañ-stal o serriñ.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Giraudon, « An Ankoù e Breizh-Izel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/01/2017.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/an-ankou-e-breizh-izel

levrlennadur

  • CROIX Alain, La Bretagne aux 16e et 17e siècles, La vie, la mort, la foi, Maloine éditeur, Paris, 1981.
  • GIRAUDON Daniel, Sur les chemins de l’Ankou, croyances et légendes de la mort en Bretagne, Yoran embanner, Fouesnant, 2012.
  • LE BERRE Yves, Entre le riche et le pauvre, La littérature du breton entre 1450 et 1650, Emgleo Breiz, Brest, 2012.
  • LE BRAZ Anatole, La légende de la Mort en Basse-Bretagne, Champion, Paris, 1893.
  • LE MENN Gwennole, La mort dans la littérature bretonne du XVe au XVIIe siècle, Mémoires de la Société d'Histoire et d'Archéologie de Bretagne, Tome LVI, 1979, pp. 5-39.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù