An estrañjourien e Breizh e dibenn ar Grennamzer

Aozer : Laurence Moal / Kerzu 2022
Etre 1364 ha 1514 e tiorroas duged lignez Moñforzh (1364-1491) ur politikerezh kadarnaat ar vroadelezh lec’h ma oa an estrañjourien a koulz stignadoù ha ma vezent dalc’hoù. A-bouez eo en em c’houlenn neuze peseurt statud a oa gant an estrañjourien e kalon ur Stad priñsel, e-keit ma veze ar gallout o pellaat diouzh hini roue Bro-C’hall. E peseurt doare e c’heller muzuliañ ha kreskiñ diorren ar Stad breizhat er XIVvet ha XVvet kantved ? Hag e peseurt mod e kemer e lod en termeniñ an identelezh breizhek ?

Meur a zoare mammenn a ro deomp da c’houzout ma veze eus tud gwelet evel estrañjourien d’an dugelezh : dielloù lezennoù (gwir ar mor) melestradurel (aktoù ar c'hañsellerezh), diplomatel (teñzor ar c’hartaoù), kontouriezh (aktoù tiez-kêr Roazhon hag an Naoned), met ivez dre al lennegezh (kronikoù)... N’eo ket dre ar re-se e c’hellomp resisaat niver an dud a veze memestra, dre ma c’helle tremen meur a estrañjour er vro hep bezañ anavezet, ha koulskoude e c’hellont reiñ deomp un toullad titouroù a-bouez. Ne zeue ket ar veajourien en o anv o-unan, met anavezet e vezent dre ma vezent perzh eus ur Stad, ha dre ar vicher resis o doa. Ret-mat eo deomp neuze degemer termenadur an estrañjour e-keñver ar stêr a veze roet d’ar broadelezh er Grennamzer : graet e veze estrañjour eus nep a veze dindan ur souvereniezh all, hag a zeue eus diavaez an dugelezh.

Piv e oa an estrañjourien a veze kavet e Breizh ?

Darn vras an estrañjourien anavezet e Breizh a oa Saozon, goude-se Frañsizien, Kastilhaned, ha goude-se Alamaned, Flamanked, Italianed, Burgonded, Navarroiz, Daned, Portugaliz... Ar re a zeue eus ar pellañ, pe ar re a veze graet outo ar muiañ a-vaez-bro a a oa Gresianed Kergustentin pe Rodez, marc’heien deuet d’an dugelezh war-lerc’h seziz Kergustentin gant an Durked er bloaz 1453. Deuet eus tost a-walc’h eus bed ar Vretoned eo neuze darn vras an estrañjourien bet renablet en dugelezh, ha kristenien int holl. Diouzh o zu e oa bet kaset an holl Yuzevien er-maez eus Breizh er bloaz 1240.

Orin an estrañjourien bet renablet e Breizh. Diwar : Laurence Moal, L’étranger en Bretagne au Moyen Âge . Présence, attitudes, perceptions (An estrañjourien e Breizh er Grennamzer Bezañs, emzalc’hioù, priziañ), Roazhon, Moulladurioù Skol-veur Roazhon, Presses universitaires de Rennes, 2008.

Liesseurt an oberiantizoù a gas an estrañjourien da zont d’an dugelezh. Dindan teir lodenn e c’hellont bezañ renablet : tud a genwerzh (martoloded ha kenwerzhourien) tud a vicher hag arbennikaet (tud a iliz, artizaned, arzourien, kannaderien ha diplomated), ha tud a vrezel (soudarded, kanolierien).

Kenwerzhourien. Diwar : Tri stad kevredigezh ar Grennamzer. Ren priñsed Jili a Roma, palefarzh kentañ ar XV<sup>vet</sup> kantved. Paris, LbF, rann an Dornskridoù, Galleg 126, fol. 7 © Levraoueg Broadel Frañs

Mont e darempred

E meur a lec’h e c’heller mont e darempred gant Bretoned an dugelezh :

  • War dachenn an harzoù gant an Normandi, an Anjev hag ar Poatev.
  • Ar porzhioù ha lec’hioù goudor, gant kresk uhel an tremenerezh war vor adalek ar XIVvet kantved.
  • Ar foarioù, hag en o zouez ar foarioù frank, a ro meur a zevezh kuit a dailhoù evit meur a zanvez. Ar c’hêrioù, dreist-holl ar re war an harzoù evel Klison, Nizañ, Felger, Gwitreg…
  • Al lec’hioù pirc'hirinaj, Kêr Gwened da skouer : goude ma vefe bet santelezhet  Visant Ferrer e teredas ar  birc’hirined, betek ma voe meneget  gant un test e oa bet betek 35 000 gweladenner er gêr-se. Ul lec’h tremen e oa ivez an dugelezh evit ar re a rae o firc’hirinaj da Sant-Jakez-Kompostella. Eus Europa an Hanternoz e teuent, eus inizi Breizh-veur peurgetket, met ivez eus Flandrez pe eus an Impalaeriezh roman germanek. Lod a zeue da Vreizh ivez, evit mont betek Menez-Mikael ar mor.

Eurioù Marc’harid a Orleañs. En traoñ en tu dehou d’ar skeudenn : pirc'hirined war hent Sant Jakez Kompostella. Diwar : Levraoueg Broadel Frañs, Rann an Dornskridoù. Latin 1156B

Mont e darempred a dalvez e ranker kaozeal an hevelep yezh. E kontoù lakaerien kêr Roazhon da skouer ez eo meneget ar fed e veze Bretoned zo o komz ur yezh estren. Kaset e voe bet ar marc’hegour Jehann Martin gant ti-kêr Roazhon evit ambroug an arme saoz er Groazig hag e Gwenrann e-pad seizh sizhunvezh, abalamour ma komze «langaj ar Saoson». N’hon eus ket kalz a ditouroù a-ziwar ar c’hudennoù implij yezh pe yezh koulskoude, pa ne oant ket moarvat un harz d’an eskemmoù etre Bretoned ha tud diavaez Breizh. Padal e oa ar Galleg a veze implijet bepred gant melestradur an dugelezh.

Broiañ

Darn vras an estrañjourien ne raent nemet tremen, met broiañ a rae lod anezho da vat e Breizh. En em lakaat a raent e-touesk ar Vretoned dre :

  • Strategiezhoù font ha savadurioù
  • Strategiezhoù tiegezh, evel an euredoù e-touez ar Gastilhaniz staliet en Naoned.
  • Gwellaat o statud sokial ha diazezadurioù deol : kemer a rae perzh en estrañjourien e buhez o farrez, evel Jean Houys da skouer, prokulour Sant-Nikolaz e 1480. Izili kenvreuriezhoù a c’helle bezañ an estrañjourien ivez, hag alese degemer kargoù e parrezioù ar gêr.
  • Gallekadur o anvioù-familh
  • An noplaat.

Landrammus e c’helle bezañ bezañs an estrañjourien, betek dont da vezañ dic’hoantet zoken. Ha gant endro ar brezel e kreske an emzalc’hioù diwar aon pe enebiezh e-keñver an estrañjourien. Kêrioù aodoù Breizh a veze war an talbenn pa veze ar Saozon o kas argadennoù en-dro, pe o tapout krog er bigi. Evel-se e oa bet tapet meur a vartolod pe marc’hadour ha rañsonet, gant ar Saozon peurgetket. Ha pa oa bet an dugelezh o vrezeliñ ouzh Bro-C’hall e dibenn ar bloavezhioù 1480 e voe meur a hini o sevel o mouezh evit tamall drougoberoù ar C’hallaoued, met ivez re ar Saozon pe re an Alamaned. Pounner e oa o bezañs war choug an annezidi, dre ma vezent rediet da lojañ ha magañ ar Saozon-se, a oa techet d’en em dreiñ war-zu ar feulster ma ne veze ket paeet o gopr dezho e koulz. Skouerioù a estrengasaourez a gaver, dreist-holl e-pad ar mareoù brezel, met n’eo ket an emzalc’h pennañ a gaved. 

Degemer ha kontrollañ

Resisoc’h e teu da vezañ ar meizad a «estrañjour» p’en em lak e plas ur melestradur stadel efedusoc’h-efedusañ. Hag-eñ e veze eus ur framm lezennel a-ratozh evit an estrañjourien en dugelezh koulskoude ? Er c’hontrol eus pezh a veze e Bro-C’hall, ne oa ket e Breizh, nag e priñselezhioù tiriadel all, eus ur gwir a zishêrañs  a ginnigfe ur statud d’an dud a veze o chom war un tiriad er-maez eus bann o aotrou.

Ne gaver meneg eus lizhiri naturelañ ken met da geñver aloubadeg an Normandi gant ar Saozon, war-lerc’h Azincourt, pezh a voe penn-kentañ enbroañ etre 10 ha 12 000 Norman a gavas repu e Breizh. Gant pennadurezhioù an dugelezh e voe roet aotre dezho d’en em staliañ e Gwitreg, Dinan, An Naoned ha Felger dreist-holl, moarvat evit gellet tennañ gounid eus o chemet war dachenn industriezh al lienoù.

Duged Breizh o doa klasket broudañ an eskemmoù kenwerzhel, ha neuze desachañ marc’hadourien a-ziavaez-bro en ur reiñ dezho gwarezioù ha brientoù. Meur a zalc’h a veze aze, talañ ouzh kudennoù an disurentez (da vare ar brezelioù dreist-holl e c’helle ar vartoloded bezañ taget gant feulster, sezizet o madoù war vor, prizoniet ha rañsonet), met ivez resisaat ur framm lezennel az afe a-du gant degemer an estrañjourien. Evit-se e veze darempredoù diplomatel stank a-walc’h gant broadoù all, ha sinet e veze emglevioù a oa diferadennoù kenwerzhel ha diferadennoù-mor. «Emglevioù frank-eskemm marc’hadourezh» e veze graet outo, pe «etre-feur ». Dre vras e veze kavet daou seurt gwarez :

- Ar gwarezioù hollek, boutin o zalvoudegezh, a blede gant ur strollad resis (marc'hadourien, pirc’hirined, kannaded) eus an hevelep Stad, pe kêr, pe un aozadur marc’hadourien. Er bloaz 1459 da skouer e oa bet embannet ur paper-tremen a warante gwarez d’an holl Bortugaliz a felle dezho dont da Vreizh. Peurliesañ e dalveze ar brientoù-se da aotren ar mont e-barzh an dugelezh evit ober eskemmoù ennañ. Met an aliañsoù n’int ket padus, ha ne re verr e oa o gwarez.

- Aliesoc’h-aliesañ e veze ret-mat d’an estrañjourien neuze kaout aotreoù hiniennel, koñjeoù pe paperioù-tremen a veze roet gant ar c'hañsellerezh, dreist-holl da vare ar brezelioù. Warno e veze meneget o anvioù, niver an dud a gemer perzh er veaj, pegeit e chomfent, an doareoù treuzdougen a vefe implijet, hag abeg ar veaj ivez...

Er gwarezioù e veze ivez strishadurioù ha berzoù gwirion zoken a-wechoù. Evel-se e ranke an estrañjourien en em zisklêriañ pa vezent o tegouezhout, dreist-holl er c’hêrioù-kloz, Sant-Malo, Brest ha Konk-Kerne. Reolennet strizh e veze ivez an dougen armoù. Ret e veze ivez d’ar varc’hadourien paeañ ul lodenn pe an holl dailhoù a dalveze da neuze er vro. Gounidegezh a-zoare evit Teñzorerezh an dug a veze digant an estrañjourien.

Dav e oa d’ar briñsed derc’hel d’o redioù a oa bet skrivet en emglevioù, hag ober war-dro surentez ar varc’hadourien. Estrañjourien zo, bet taget gant Bretoned, a yae da zougen klemm ouzh an dug, ha klask a raent kaout un digoll eus o foan. Unan eus ar brientoù a veze deroet a oa ur gwarant lezennel. Chom a rae an estrañjourien dindan riskloù darvoudoù ar mare, hag en o zouez an aliañsoù cheñch-dicheñch. Ret e veze d’an dug ober gant e sujidi dezhañ ivez, pa ne gase ket bepred o interestoù da wareziñ an estrañjourien. Alies e veze degemeret diviz ar justis evel un treuzvarc’had a dalveze muioc’h da wareziñ ar peoc’h sokial kentoc’h eget lakaat ar wirionez war-wel. Ne veze ket unvan emzalc’h galloud an dug neuze. Ha diouzh o zu e veze an estrañjourien o c’hoari ur perzh pennañ e aferioù diabarzh an dugelezh, dreist-holl pa veze hemañ un dalc’h a-bouez bras ere Bro-C’hall ha Bro-Saoz.

Talvoudus eo neuze an estrañjourien evit politikerezh an duged, hag diouzh meur a zoare e kemerent o lod e diorren ar Stad breizhat. Digarez a roent da ziorren ur gwir bolitikerezh ekonomikel, da varrekaat gwir ar mor ha da vrasaat plas justis an duged. O darempredoù zo bet implijet ivez gant an duged evit diorren o galloud hag o brud. Ha bezañs an estrañjourien a vroud ur santimant a identelezh, pa c’heller lakaat war ein ar «re all» efedoù drastus un enkadennoù. Met rouez e oa dre vras ar sinoù a ziskoueze ar c’hoant argas pe kas kuit an estrañjourien. Gwir eo e c’helle o statud bezañ en avel-enep diouzh un devezh d’egile, met ne santer ket a gasoni ouzh an estrañjourien dre vras.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « An estrañjourien e Breizh e dibenn ar Grennamzer », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/12/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/an-estranjourien-e-breizh-e-dibenn-ar-grennamzer

LEVRLENNADUR

  • Moal Laurence, L’Étranger en Bretagne au Moyen Âge. Présence, attitudes, perceptions, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2008. https://books.openedition.org/pur/3558?lang=fr
  • L’Étranger au Moyen Âge, Actes du XXXe congrès de la S.H.M.E.S.P., Göttingen, 1999, Paris, Publications de la Sorbonne, 2000. https://books.openedition.org/psorbonne/21295?lang=fr
  • Croix Alain (dir.), Nantais venus d’ailleurs. Histoire des étrangers à Nantes des origines à nos jours, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2007.
  • Montandon Alain (dir.), Le Livre de l’hospitalité, accueil de l’étranger dans l’histoire et les cultures, Paris, Bayard, 2004.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité