Ar bomperien e Roazhon e penn-kentañ an 20vet kantved

Aozer : Erwan Le Gall / Gwengolo 2025

Istor an tanioù-gwall a zo istor ar bomperien ivez, anat, e Roazhon evel e lec'h all. N'int ket bet studiet kalz gant an istorourien, avat, ha nebeutoc'h c'hoazh e kêrbenn departamant Il-ha-Gwilen. An toull-se el labour war an dielloù a c'heller kompren, moarvat, pa weler pegen rouez e oa al labourerien-se e-pad kentañ palefarzh an 20vet kantved. Un dek pomper bennak a voe enrollet e penn-kentañ ar bloaz 1914, met ne voe ket a-walc'h evit kemer lec'h tout ar re a oa aet war o leve pe o doa roet o dilez.

Adalek miz Eost 1914 hag an engalvadeg hollek o komañs e teuas arvarusoc'h an traoù c'hoazh evit an tuta. Kement a 20 % eus saperien-pomperien kompagnunezh Roazhon a yeas kuit d'ar brezel. 60 paotr an tan a voe kaset d'an talbenn d'en em gannañ betek miz Du 1918, pa voe sinet an Arsav-brezel. Un niver uhel-kenañ pa ouzer e oa 140 den etre tout, sañset, e kompagnunezh Roazhon.

N'eo ket souezhus neuze e vije bet kalz re nebeut a bomperien o labourat e fin miz Kerzu 1916, pa grogas an tan e ti ur baraer eus ar straed Vasselot. Sikouret e voent, eüruzamant dezho, gant kalz a soudarded a oa e gwarnizon e Roazhon, gant jandarmed ha gant artilherien. Dont a rejont a-benn da lazhañ an tan tout asambles, hep na vije pulluc'het ti all ebet. Bras e oa an dañjer, pa ouzer pegen bresk eo an tiez koad savet e Su ar Gwilen.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Ar bomperien e Roazhon e penn-kentañ an 20vet kantved », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/09/2025.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-bomperien-e-roazhon-e-penn-kentan-an-20vet-kantved

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù