Istor berr an tanioù-gwall e Roazhon

Aozer : Erwan Le Gall / Gwengolo 2025
Dihegar da vat eo al lavarenn evit ar re a anavez istor pennlec'h departamant Il-ha-Gwilen : « e Roazhon ne grog netra, nemet an tan », hervez an hengoun pobl. Gwir e oa bet pulluc'het ar gêr meur a wech en istor. Met « gwelet pelloc'h a reer gant un taol-sell war-zu an istor, o vont war-gil d'ur mare tremenet », evit ober gant frazenn anavezet ar skrivagnerez Marguerite Yourcenar. Kompren a reer e mod-se e oa bet ar flammoù digarezioù evit adsevel ar gêr gwelloc'h, ha brasoc'h a-wechoù, memes. Distrujañ evit krouiñ.

Abaoe tan-gwall bras 1720 – a c'heller adkavout ar roudoù anezhañ e kreiz-kêr pa ouzer klask –, betek ar flammoù deuet da vezañ mistri war Breujoù Breizh e 1994, n'eo ket bet gwarezet Roazhon rak Hefaistos, doue an tan e mitologiezh ar Gres kozh, sur ha n'eo ket marteze. Ha c'hoazh, reoù anavezet eo an div skouer-se, o deus soñj mat an dud anezho. Gilles de Languedoc, istorour eus an 18vet kantved, a gontas e oa bet tangwallet ar gêr div wech en 12vet kantved, e 1128 da gentañ hag e 1183 goude. Met adsevel a reas Roazhon bewech, bravoc'h ha meurdezusoc'h eget a-raok.

Eus an tan... d'an dour

Sed aze istor ar poull-neuial Sant-Jord, bet savet er bloavezhioù 1920 e plas ar Palez Sant-Jord, a oa lec'hiet e kreiz-kêr Roazhon, a-eeun gant ar vali a veze anvet bali ar Gar d'ar mare-se, hag a zo deuet da vezañ ar vali Janvier. Ar palez-se a oa bet distrujet gant un tan-gwall da noz ar 4 a viz Eost 1921. Gwir ne oa ket ken annez ar 41añ rejimant troadegiezh, un unvez a oa fier ar gêr ganti abaoe ar Brezel Bed kentañ. Er c'hazarn Mac-Mahon, a-eeun gant ar ru Legraverend, edo e warnizon, neuze. Er palez e veze kavet servijoù melestradurel an 10vet strollad arme, enno milieroù a deuliadoù leveoù da soudarded eus ar Brezel Bras peurgetket : berniadoù uhel a baperioù o doe o ferzh en entanañ prim ar savadur. Ne voe lazhet den ebet, ha ne voe nemet pomperien hag un nebeud soudarded a voe gloazet dizrouk o lazhañ an tan. D'an deiz war-lerc'h an tan-gwall ne chome nemet ur berniad mein duet e-lec'h ar c'hazarn lorc'hus 180 metrad hed. Ministrerezh ar Brezel a werzhas anezhañ buan da gêr Roazhon. Kuzul-kêr Jean Janvier a lakaas adsevel ar savadur hag ouzhpennañ ar poull-neuial meneget abretoc'h, bet renket da 8vet bravañ a zo er bed gant al lec'hienn galiforniat Architecture Digest e 2017.

Goude an tan-gwall a zistrujas ar c'hazarn Sant-Jord e miz Eost 1921. Mirdi Breizh : 2005.0050.4.Gwall skoet e voe ar Roazhoniz gant tan-gwall ar c'hazarn Sant-Jord, rak ur bloavezh a-raok e oa bet tizhet an ti-kêr, ur savadur arouezius all eus ar gêr. War-dro div eur vintin, d'an 10 a viz Du 1920, e welas ur poliser edo an tan o kregiñ e kalatrez kazel su ar savadur bras. Ar bomperien en em gavas war al lerc'h kazi diouzhtu, met ar wech-se c'hoazh e oa tolzennoù paperioù da vagañ an tan : dielloù an ti-polis, bet grignoliet dindan an doenn, a oa en dro-se. War-dro 3eur30 diouzh mintin e oa aet an tan-gwall d'e washañ, hag ar flammoù a grogas e-barzh lodenn su an ti-kêr en he fezh. Ugent munut war-lerc'h e kouezhas solier sal ar gouelioù en he foull, gant strap ar gwerennoù hag ar c'hantolorioù torret a oa bouzarus, sur a-walc'h. Adsavet e voe kazel su ti-kêr Roazhon, avat, evel daou gantved a-raok, war-vete-nebeut. Jean Janvier, an Aotrou maer, a renas un adsavidigezh hardizh evit ma vefe adkavet anterinded ar savadur bet treset gant Jacques Gabriel.

29 a viz Gouere 1911, ur mor a dud o sellet ouzh tan-gwall palez ar C’henwerzh e Roazhon. Mirdi Breizh : 977.0021.15.

An tan da gas ar chanteroù da benn

Nepell alese, nav bloaz a-raok, e oa bet pulluc'het kazel kornôg palez ar C’henwerzh, ur chanter bras-divent a oa bet deraouet gant Edgar Le Bastard, an Haussmann roazhonat. Tomm-gor e oa an amzer e pennlec'h departamant Il-ha-Gwilen d'an endervezh-se, 29 a viz Gouere 1911, pa darzhas ur barr-arnev. Meur a dest a zisplegas bezañ gwelet ar foeltr « o kouezhañ war an doenn ma savas ur flammenn vihan diouti a-benn kaer ». Kelaouet e oa bet ar bomperien diouzhtu, met ne zeujont ket a-benn da herzel an tan-gwall. Ar glav puilh a grogas d'ober ne reas ket ivez, hag er gazetenn L’Ouest-Éclair, d'an 30 a viz Gouere 1911, e c'helled lenn e oa « meur a gant mil lur a wall ». Met ur wech c'hoazh, ne voe ket harzet kuzul-kêr Jean Janvier gant ken uhel ur sammad arc'hant. Lakaat adsevel ar savadur a rejont, hag echuiñ anezhañ zoken. Evit gwir e oa div gazel war steuñv an arkitektour Jean-Baptiste Martenot, met e 1911 ne oa bet savet nemet unan er c'hornôg. Arsavet e oa bet ar chanter ugent vloaz a-raok, ha ne oa ket anv eus adlañsañ anezhañ. E 1922 e voe adkroget gant al labourioù, hag echuet e voent da vat e 1929. Adc'hanet e voe palez ar C’henwerzh diouzh al ludu, neuze, evel ur feniks, hag evel pennlec'h departamant Il-ha-Gwilen e-unan, en ur mod, rak n'heller ket dispartiañ istor ar gêr-se diouzh ar flammoù o deus devet anezhi.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Istor berr an tanioù-gwall e Roazhon », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/09/2025.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/istor-berr-an-taniou-gwall-e-roazhon

LEVRLENNADUR :

  • Aubert Gauthier, Provost Georges (dir.), Rennes, 1720. L’incendie, Rennes, PUR, 2020.
  • Aubert Gauthier, Croix Alain et Denis Michel, Histoire de Rennes, Rennes, PUR, 2010.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù