Ar chouchenn

Aozer : Fañch Postic / Mae 2021
Chouchenn a vez graet peurliesañ e Breizh diouzh an evaj a vez graet hydromel (dourvel) anezhañ gant ar C’hallaoued, ha kavout a reer an anv brezhonek-se er geriadurioù galleg pennañ zoken. Fardet e vez an evaj-mañ, ur meskaj dour ha mel anezhañ, el lodenn vrasañ eus Europa abaoe an Henamzer. Dilezet e oa bet a-galz er Grennamzer bep ma veze roet muioc’h-mui a briz d’ar gwin. Abaoe an XXvet kantved avat en deus ar chouchenn adkavet ur plas brav diwar azginivelezh sevenadurel Breizh ar bloavezhioù 1970 betek dont da vezañ evaj arouezel Breizh tra ma rae ar festoù-noz berzh bras.

« Evaj an doueed »

Un arroudenn eus plas bras ar chouchenn en amzer wechall a gaver el lavarenn « mezv dall » p’eo ar ger mez anv brezhonek kozh an evaj-mañ, kar d’ar ger iwerzhonek mid ha d’ar ger kembraek medd, diveret an holl anezhe diouzh ur wrizienn indo-europek hag a dalveze koulz ha « douster » a-raok talvezout d’ar mel ha d’an evaj a vez graet gantañ.

Evitañ da vezañ brudet abaoe an Henamzer – « Evaj an doueed » a veze graet anezhañ zoken – ne gaver roud ebet eus ar ger « chouchenn » er geriadurioù brezhoneg koshañ pa ne zeu hennezh war-wel nemet e diwezh an XIXvet kantved. « Mez » eo ar ger a gaver o talvezout koulz hag hydromel er C’hatolicon, ar geriadur teiryezhek bet moulet e Landreger e 1499, pe « dourvel » ha « dourmel », kement hag e dreiñ ger-ha-ger. « Chufere » a vez graet anezhañ avat e Bro-Dreger ha chami(ll)a(r)t en ul lodenn eus ar vro c’hallo.

Chouchenn : un anv lec’hel pe ur merk miret-strizh ?

Pennad ar gazetenn L’Union agricole et maritime (15 a viz Du 1895) a gaver ennañ ar ger « chouchenn » skrivet « souchen »,  evit ar wech kentañ. Dastumad CRBC.

E 1895 e kaver ar c’hentañ meneg eus ar ger « chouchenn », skrivet er stumm « souchen » en ur pennadig bet embannet gant ur marc’hadour eus Rosporden e l’Union agricole et maritime evit brudañ ul louzoù nevez, mat da derriñ an influenza, sañset. Daoust hag ur merk nevez a vije – a voe lakaet, war a seblant, da vezañ enrollet ez-ofisiel war-dro 1920 gant Joseph Postig, maer Rosporden ha marc’hadour – pe ur ger a veze graet gantañ er c’horn-bro-se ? Prestik e voe brudet-mat bepred. E miz Ebrel 1900 e oa karr ar Chouchenn mat, « likor muiañ-priziet tud Rosporden » o kemer perzh en un varc’hekadeg madobererezh. E 1904, ez embannas Georges ar C’halvez e La Revue des Traditions Populaires e oa eus ar ger chouchenn unan eus anvioù boas an hydromel, koulz ha dourvel ha « chupéré ». E 1913 e kaver ar sekred anezhañ er gelaouenn Dihunamb, dindan an titl « Er chouchen ». Adal neuze e kaver ar ger-se en holl c’heriadurioù brezhoneg, astenn Pêr ar Gov da C’heriadur Brezhoneg-Galleg Emile Ernault e 1919 paneveken.

Ur follenn bruderezh embannet er bloavezhioù 1930 evit stal Louis ar Bihan eus Kore (Penn-ar-Bed). Dastumad Fañch ar Postig. Ul louzoù dibar da skarzhañ ar sifern ha kleñvedoù all ar goañv a vije eus ar chouchenn : ur « chas-grip » eus ar c’hentañ a vije anezhañ hervez kont ha brudet e veze er stumm-se gant ar Moal (Rosporden) hag ar Bihan (Kore), produerien anezhañ.

Taolet war-eeun eus ar fust e tavarnioù bro Rosporden e rae ar chouchenn seul vui a verzh ma vanke chistr. Er bloavezhioù 1830 e oa bet skrivet c’hoazh gant Alexandre Bouët « e oa krog lod d’ober dourvel, un evaj eus an amzer wechall, er bloavezhioù a oa re nebeut a chistr ». En ul lodenn eus Kerne-Izel bepred, war-lerc’h ar Brezel bras, e yae ar chouchen heli-gentañ gant ar chistr hag ar boesonoù all. Test eo ar pennadoù-kazetennoù o tagañ « gwallefedoù ar chouchenn » eus ar berzh a rae hennezh e-touez an dud vunut, ha pa oa bet servijet kerkoulz all da lid a enor gouel rouanezed Kerne e 1928 e Kemper.

Produet a-vras ha brudet e Breizh a-bezh

D’ar c’houlz-se ne veze graet chouchenn nemet en tolead bihan a yae komunioù Eliant, Langolen, Tourc’h, Kore, Leuc’han, Laz ha Rosporden d’en ober. E Rospoden da gentañ, e-kreiz an tolead-mañ, e voe kroget da broduiñ chouchenn a-vras kerkent ha fin ar Brezel bras, ken e teuas ar gêr-mañ da vezañ «  kêrbenn ar chouchenn », da skrivas Pêr-Jakez Helias e 1961.

Pennadoù ar gazetenn Ar Bobl (09/02/1931, 21/12/1912 ha 09/12/1932)Diwar neuze en em ledas brud ar chouchenn e Breizh a-bezh. E 1964 e voe embannet e niverenn ispisial an hañv Le Peuple Breton, ur « Geriadurig evit an douristed e Breizh », a gaver « le chouchenn » ennañ e-touez an 22 ger pe lavarenn hollrekis : «  Boeson a-seurt gant an dourvel. Etre Banaleg ha Rosporden e vez kavet dreist-holl. Diwallit kouezhañ a-led ho kein mard evit re dioutañ ». Stag ouzh anv Rosporden e oa ar chouchenn c’hoazh. Adalek 1965 avat e teuas da vezañ ur grapinell e bruderezh an ostalerioù hag an tier-krampouezh, un tamm e pep lec’h e Breizh : le Bar brestois ha ti-krampouezh Santez-Anna e Roazhon (1965) ; Ti Michou e Kemper (1969) ; le Bar écossais e Brest, chouchenn ha Guiness ennañ (1972), an Ty-Coz e Montroulez (1975), hag all.

Er bloavezhioù 1960 e tiflukas er gelaouenn Le Peuple Breton  pennadoù bruderezh evit ar chouchenn a oa  diouzh ar c’hiz dija e Roazhon (1965) hag e Kemper (1969) - Le Peuple Breton – Dastumad CRBC

Splann eo n’eus bet gellet bastañ d’ar goulenn bras, stag ouzh azginivelezh sevenadurel Breizh ar bloavezhioù 1970 nemet dre broduiñ chouchenn a-vras ha dre aozañ e werzh a-bell, gant René Gall eus Rosporden da gentañ, ha gant Louis ar Bihan e Kore hag Andre an Ozac’hmeur e Bei war e lerc’h er bloavezhioù 1970. Evel-se e oa deuet ar chouchenn da vezañ un evaj arouezel a Vreizh : un evaj breizhat evit gouelioù Breizh ! War-bouez ar chistr avat ne oa evaj breizhat all ebet : na bier na koka Breizh evit c’hoazh. Sell aze penaos, bep m’en em lede ar festoù-noz e Breizh a-bezh, betek Roazhon ha Naoned, ha pelloc’h c’hoazh e Paris hag e kement kêr vras un toullad Bretoned enni, pelloc’h-pellañ diouzh ar c’hreiz-Breizh, o zolead orin anezhañ, e yeas ar chouchenn d’o heul.

D’an deizioù a-vremañ e rank ar chouchenn leuskel un tamm eus e blas d’ar bier produet gant degadoù a vraserezhioù bihan e Breizh ha pa vefe gwerzhet c’hoazh gant kalzik a broduerien strevet e Breizh a-bezh.

En desped d’ar pezh a lenner alies, n’eus diouzh ar chouchenn nemet dourvel. Ha p’en devoa pep hini e damm sekred (tommet pe get, o terc’hel kont eus ar wrez pe eus an avel…) ; ha pa veze lakaet chistr, chug avaloù pe lambig ennañ a-wechoù, e oa dour ha mel (ul lur mel evit ul litrad dour) danvezioù diazez orin an evaj-se, 14 da 16° anezhañ, a daole al lonker war e gein hep mar na marteze, abalamour da bilim ar gwenan a chome ennañ pa veze graet er mod kozh.

 

 

Troet diwar ar galleg gant : J-D Robin

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Postic, « Ar chouchenn », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/05/2021.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-chouchenn

Levrlennadur

  • Bayon J., « L’hydromel chez les Celtes. Une boisson céleste », ArMen n° 86, juillet 1997, pp. 30-37.
  • Denieul P., Le Chouchen, l’élixir des dieux, éditions C.M.D., 7, 1999.
  • Foucher F., « Le chouchen, une boisson en pleine effervescence », ArMen, n° 86, juillet 1997, pp. 20-29.
  • Postic F., « Au pays du chouchen. L’apiculture en Basse-Cornouaille », Maner, n° 8, revue du manoir de Kernault, printemps 1993, pp. 4-9.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité