Etno-ekologiezh e Breizh

Aozer : Laurent Gall / Gwengolo 2025
Doareoù liesseurt ar c'hevredigezhioù d'ober gant o metoù naturel eo tachenn-studi an etno-ekologiezh. An dud arbennik war an diskiblezh-mañ a ya da renabliñ an danvezioù naturel oc'h ober ul labour enklaskoù gant tud eus ar vro. Labourat a reont war teknikoù hag implijoù an natur (labour-douar, chase, pesketaerezh, dastum, boazioù debriñ, gouiziegezhioù war al louzaouiñ...) ha war aozadur an oberoù el lec'hioù hag en amzer (an tiriadoù, ar mod da sevel rummoù evit al lec'hioù hag ar metoù, mareoù ar bloaz hag an amzer gouestlet d'al labourioù), hag all.

Graet e vez gant mennozh « ekologiezh ar bobl ». Gantañ e klasker kompren penaos e vez soñjet hag aozet ar bed bev gant an dud en ur gevredigezh, a-benn deskrivañ ha perc'hennañ an annezoù naturel hag o liesseurted. Graet e vez anv eus « rummadoù steroniel tud ar vro » hag eus « renkadurioù pobl ». A-bouez eo ober gant yezh pe yezhoù ar vro evit anavezout doareoù hec'h annezidi d'ober ha da welet ar bed, neuze. Ostilhoù an etno-ekologiezh a zeu eus meur a ziskiblezh : yezhoniezh, agronomiezh, ekologiezh hag etnologiezh.

Enklask graet war an dachenn gant yezh kentañ an dud. ©Laurent Gall

Rouez al labourioù en dachenn-mañ

An darempredoù etre ar Vretoned hag an natur n'int ket bet studiet kalz gant ar skiantoù sokial, gant an etno-ekologiezh nebeutoc'h c'hoazh. En dachenn-mañ n'heller menegiñ nemet un dave : al labour renabliñ bet kaset da benn gant Alan-Gwenog Berr diwar-benn anvioù brezhonek al loened mor. E-touez al labourioù a denn eus an etnologiezh da vat ez eus div studiadenn bet skrivet diwar-benn parrezioù resis : Goulien, er C'hab, ha Damgan, er Mor Bihan. Enno e kinnig pizh an oberourien aozadur sokial kumuniezhioù tud diwar ar maez hag ar c'hemmoù c'hoarvezet en o liamm gant ar vro hag an natur abalamour d'an adlodennañ.

An argoad, gant e barkeier kloz, a zo arouez maezioù Torosad Arvorig . Gant istorourien ar maezioù int bet studiet dreist-holl. An tiriadoù a c'hirzhier hag a gleuzioù a vez kavet e rannvroioù torosennek alies, difrouezhus o douaroù evit al lodenn vrasañ anezho (Breizh, Cotentin, Maen, Euskadi...), ar pezh a zo kaoz d'an tiez bezañ rouez hag a-skign. Ar parkeier kloz, a veze aret, ne raent nemet ul lodenn vihan eus an tiriad gwechall, pa veze graet al lodenn vrasañ eus ar maezioù gant douaroù fraost digor ma veze kaset al loened da beuriñ enno. Mestr e oa pep peizant war stuz e c'hounidoù, ha ne oa ket rediet da leuskel chatal ar re all da beuriñ en e barkeier, evel ma veze graet e broioù gant parkeier digor.

An tachennoù klozet gant girzhier ha kleuzioù a zo kaoz d'ar vro ha d'ar gevredigezh bezañ aozet en ur mod disheñvel diouzh ar broioù ma vez digor ar parkeier enno. ©Laurent GallLies eo doareoù an argoad. Setu un dra a vez pouezet warnañ nevez 'zo gant klaskerien awenet gant tachennoù skiantel all (gant ekologiezh an dremmvroioù ha gant an etnologiezh peurgetket). Dezho e vez a-bouez sell an obererien sokial, rak a-hed an hentoù-treuz hag ar c'hleuzioù eo e veze graet an deskiñ hengounel eus sinoù an natur gwechall. Eus tu an danvez e oa ar girzhier rak ganto e veze roet boued, louzoù, gouzer, keuneud ha treid evit an ostilhoù. Lec'h ar c'hoari a oant evit ar vugale ivez. Eus tu an arouezioù e oant ivez, rak perzhioù hud o doa gwez a oa evit mirout ar chatal hag an dud.

Adlodennet ijin an dud

Ur steuñv a vez o cheñch dalc'hmat ez eus eus ar girzhier hag ar c'hleuzioù, rak meur a zoare da aozañ an douaroù a zo bet en istor. Un ostilh evit gounid war al lanneier a oa bet ar girzhier hag ar c'hleuzioù hervez lod : pa voent difraostet e voent klozet goude, evit ma vefe efedusoc'h ar sevel chatal. En 20vet kantved e oa aet an traoù war an tu gin : fraostañ a rae an douaroù disteraet ha diskaret e voe kalz a c'hirzhier hag a gleuzioù. Deuet eo poell ar reizhiad industriel da ren ar maezioù, hag asambles gantañ eo digresket da vat liested ar gwez-frouezh, gouez kement ha gounezet. Un arouez eus un digresk doubl eo : hini liested ar plant hag hini chemet ar beizanted. Hiziv, studiañ ar gouiziegezhioù lec'hel diwar-benn an natur a dalvez labourat diwar-benn un eñvor a-stroll o vezañ diverket, hini ur gevredigezh a zo bet adlodennet hec'h ijin.

Aspadennoù eus ur werjez ha roudoù ar chemet : mont a ra digresk gwez-frouezh ar vro asambles gant diskar ar beizanted. ©Laurent Gall

Splann eo ar sintezenn kinniget gant François de Beaulieu en e levr diwar-benn al lanneier. Gant sav-boent ar skiantoù naturel hag ar skiantoù sokial e ra memes koulz. Diskouez a ra pinvidigezh al lanneier, a oa bet e kalon an ekonomiezh war ar maez e-pad meur a gantved, pa gave d'an dud e oant a-c'hiz kozh ha distuz. Droukprezeg a rae an agronomourien warno etre an 18vet hag an 20vet kantved. Gant e skrid e tiskouez an oberour ez eus deuet entan d'an dud a-vremañ evito, rak lakaet int bet da « diriadoù nevez ar gouezoni ». Arouezioù pozitivel a vez lakaet enno, abalamour d'ar plant ha d'al loened en arvar a ra annez enno. Perzhioù souezhus a zo : diarbennoù gwareziñ a vez lakaet war spesadoù na oant ket anavezet gant ar beizanted gwechall, pa oant int ar re a zaremprede al lec'hioù-se a-hed ar bloaz hag a wareze anezho gant o mod da labourat an douar. Istor al lanneier a ziskouez ez a war-raok an ekoreizhiadoù hag an dud asambles. A-wechoù e sikouront ar bev da chom lies, a-wechoù e enebont outañ. Ret eo pouezañ war an ereoù a skoulm ar vevliesseurted hag an etnoliesseurted (liesseurted ar c'hevredigezhioù, ar sevenadurioù, ar yezhoù, ar gouiziegezhioù war an natur...). Skoulmet mat int... ha bresk o-daou.

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurent Gall, « Etno-ekologiezh e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2025.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/etno-ekologiezh-e-breizh

LEVRLENNADUR :

  • Antoine Annie, Marguerie Dominique, Bocages et Sociétés, Rennes, PUR, 2007.
  • Bardel Philippe, Maillard Jean-Luc, Pichard Gilles, L’Arbre et la haie. Mémoire et avenir du bocage, Rennes, Écomusée de Rennes et PUR, 2008.
  • Beaulieu François de, Mémoires de landes, Spézet, Coop Breizh, 2015.
  • Gall Laurent, « Une absence fruitière ou une ethnoécologie du vide », in Les Fruits, Actes du séminaire d’ethnobotanique de Salagon, année 2012, Mane, Musée de Salagon et Forcalquier, Éditions C’est-à-dire, 2014.
  • Gall Laurent, « Métaphores et métamorphoses du végétal en basse Bretagne », in Temps des plantes, temps des hommes, Actes du séminaire d’ethnobotanique de Salagon, année 2013, Mane, Musée de Salagon et Forcalquier, Éditions C’est-à-dire, 2015.
  • Gall Laurent, Continuités bocagères. Diversité végétale et diversité des savoirs locaux en Bretagne, Bulat-Pestivien, Association Herborescence, 2015.
  • Gall Laurent, « Le badume naturaliste de paysans de haute Cornouaille. Approche ethnolinguistique et ethnoécologique », dans Costaouec Denis et Solliec T. (dir), Actualité de la recherche sur le breton et les langues celtiques, Morlaix, Emgleo Breiz, 2015.
  • Jarnoux Philippe (dir.), La lande : Un paysage au gré des hommes, Actes du colloque international de Châteaulin, 15-17 février 2007, Parc naturel régional d’Armorique, Le Faou, Brest, CRBC-UBO, 2008.
  • Meyer J., « L’évolution des idées sur le bocage en Bretagne », Mélanges offerts au professeur A. Meynier, Saint-Brieuc, Presses universitaires de Bretagne, 1972, p. 453-467.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù