Le Père Jean

Aozer : Michel Colleu / Eost 2020

Div vuhez soner leuniet-mat en deus bet Jean Debeix (1902-1995), p’eo bet soner akordeoñs lec’hel ar pemdez da gentañ, deuet goude-se, da vezañ ur patrom evit rummad sonerien ha dañserien azginivelezh sevenadur pobl Breizh.

E 1919 e sonas d’e gentañ « pred gwadigennoù » hag e 1921 d’e gentañ bal-eured. Ac’hann-se betek 1962, ha pa oa o terc’hel menaj war un dro, e kasas kantadoù a euredoù hag a ouelioù e Bro ar Gemene-Penfaou, e norzh departamant al Liger-Atlantel. Ur pezh dastumad tonioù ha sonioù a oa e hini : dañsoù a-bevar, dañsoù daou-ha-daou, kanaouennoù hengounel pe diouzh ar c’hiz, tonioù-bale (da ziskontañ)…

Da heul un ehan dek vloaz e tapas krog en e akordeoñs en-dro, o kas arvestoù dañs kelc’h keltiek an Don-ar Gemene Penfaou pe La Pastourelle de Jans. E vrud avat a savas en-dro, dic’hortoz,  diwar azginivelezh sevenadur Breizh er bloavezhioù 1970. Eus 1975 da 1983 ne baoueze ket-eñ a soniñ eus an eil bal d’egile ha klevet e veze e « v/Maugein 3 rangs 12 basses » e kement gouel, adpardon, foar pe komis hag en holl festoù-noz ivez, eus Nanoed da Bariz !

Kaset e voe e vrud pelloc’h c’hoazh gant ar beder fladenn 33 zro a voe enrollet gantañ evit DiscOrouet etre 1976 ha 1980. Merket don e voe ar rummadoù nevez gant stumm-soniñ nerzhus ha ouesk ha gant fent - un tamm goapaüs a-wechoù – an den hegarat-se, ur c’honter hag ur c’haner eus an dibab anezhañ. E 2008 e voe gouestlet ur CD dezhañ, ur pezh levrenn 96 pajenn stag outi, er rummad « Kanerien ha sonerien veur Breizh » (trede oberenn) gant Dastum ha Dastum 44 : Le Père Jean, sonneur des Pays de Redon et de la Mée.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité