Sonerien : tud ha micher

Aozer : Michel Colleu / Eost 2020
Pell zo e vez graet « sonerien », e Breizh dreist-holl, eus ar re a gustum c’hoari sonerezh ar vro, kentoc’h evit « muzisian », « arzhour » pe « rebedour » rak kement-mañ e oant war un dro. Ha bez int c’hoazh ?

Da  vare ar rebedourien

Eus ar XIVvet kantved betek fin ar Renad kozh e oa ar rebedourien patrom ar vuzisianed, forzh peseurt renkad-tud e oa o hini : deskiñ a raent a vestr da zeskard, c’hoari a raent a vandennadoù ha liammoù kreñv ur genvreuriezh a oa etreze. Mont a reas honnezh da get e 1773 pa yeas an tu kreñv gant an « akademourien », diazezet o sevenadur diwar ar skrid. E Breizh avat e veze graet kentoc’h gant ar ger « sonneur » (soner e brezhoneg, sonnou e galloeg) abaoe ar XIVvet kantved. Kerkent ha 1608 e voe implijet « sonneurs, vendeurs de vent » e hengustum Breizh e lec’h « menesteraux » (rebedourien).

Micherourien sonerezh an holl

Koñskried 1912 e Billé : Aubry yaouank (a-gleiz en traoñ) hag ur « sonnou d’violon » all oc’h ambroug koñskried Billé (Ill-ha-Gwilun) o roulañ o c’halite. Foto gant Joseph Piot. Dastumad Mirdi Breizh.
   Er gevredigezh diwar ar maez, war-dro 1900, e kustume ar sonerien c’hoari o-unan pe daou-ha-daou (« Ur c’houblad » a vez graet zoken eus un daouad sonerien biniaou ha bombard). Evit ar soniñ da vezañ ur vicher ha da vezañ gopret evel zo dleet, dibaot e oa ar sonerien a vicher avat, war-bouez an dalabarderien hag ar viniaouerien, ar pep brasañ anezhe o chom e Kerne-Izel. Dibres awalc’h e oa ar sonerien gant o fenn-micherioù pe o admicherioù da vont da foetañ bro eus un eured d’egile devezhioù-pad. « Daouzek micher, trizek mizer » a veze lâret diwar ar familh Donnio eus La Motte, sonerien o mil micher anezhe. Milinerien pe tavarnourien e oa ar re-se alies ha kas anezhi a ouient ober, evel If Miliou eus ar Faoued : renkañ an dimeziñ a rae ar bazhvalan anezhañ, soniñ en eured goude-se ha gwerzhañ o gwalinier d’an dud nevez kement hag ober rak un orolajour a oa anezhañ ivez. Ha petra virje ouzh e wreg da vont da wiaderez ha da geginerez en eured-se ivez ? Segal a oa da serriñ o soniñ, en euredoù paneveken pa c’helled gounid en un eured kement, ha muioc’h a-wechoù evit na raed e korf dek devezh labour en un atant ! « Gant ar biniaou e vez maget e vugale gant Yann Soner », da lâras meur a soner brudet.

Sonerezh a oa e pep lec’h hag e-kreiz buhez ar gevredigezh e oa ar sonerien, e-kreiz an dañs koulz hag e penn an dibunadegoù (euredoù, troioù-bale ar goñskried). Prestañ o alan a raent da sonerezh ar bobl ha degas a raent tonioù eus ar c’hiz war un dro. « Sonerezh Breizh » avat, da lâret eo muzik ar re gozh, n’eus bet gante nemet pa droas an hengoun war an diskar da folkloraj. Leuskel o flas da vuzisianed ar balioù a voe graet gante adal neuze.

.

 

La musique est partout, et le sonneur, au cœur de la vie sociale, fait danser ou joue lors de déplacements (cortège de noce, conscrits) : il fait vivre la culture musicale partagée par tous, mais c’est aussi celui par qui arrivent les airs à la mode. Ce n’est qu’avec la folklorisation d’une tradition en déclin que le sonneur se met à faire de la musique « bretonne » : celle des anciens ! Il laisse alors la place aux « musiciens » des orchestres de bal.

Diduer, farser, soner…

Desket e veze diwar randon pe dre forzh klevet (« à vue d’oreille » evel ma lâre ar rebedour Victor Gautier eus Pyenté / Pleneventer), ha familhoù sonerien a oa, a rummad da rummad, abaoe pell a-wechoù. Ne oa ket trawalc’h bezañ kat da gas an dañs, broudañ o fratik e rankent gouzout ober ivez : kas lid an eured, bezañ kat da gontantiñ o fratik a-raok na vije bet embannet o c’hoant gante zoken, ober diouzh ma teue an traoù…  Mistri an ebatoù e oant, koulz lâret mevelien an Diaoul da soñj beleien zo hag a rae « boest an Diaoul » eus o akordeoñs a gase dañsoù kof-ha-kof.

Tudennoù meur

Iwan Domaz (1935-1989, mestr bras an dreujenn-gaol, oc’h ambroug un eured e Peurid-Kintin e 1985. Nerzh, mailhoni, rikamanoù : biskoazh kaeroc’h ! Foto gant Herve Bidard / Collectif Vielle en Bretagne

Sanket don e eñvor ar bobl e chom anvioù sonerien zo bet. « Matilin an Dall » da gentañ-penn, sur-awalc’h : Mathurin Furig (1789-1859) e oa e anv gwir, eus Kemperle, talbarder eus ar re ampartañ anezhañ. Bevañ a reas diwar e arz ken brav ken e teuas da vezañ arouez sonerezh Breizh da soñj uhelidi gall ar c’houlz-se : « Rossini ar maezioù » oa bet graet dioutañ gant Jules Janin. Arabat ankouaat Villedieu avat (Henri Gouault, 1868-1949), rebedour eus Plogonval, klasker-bara o vevañ en ur skiber hag ur soner brudet anezhañ, a lakae e veñveg « da gontañ kaoz » hag a gase euredoù ar vourc’hizien. Un anarkour e oa-eñ en ur mod ha soniñ a reas an Etrevroadel er gouent e lec’h en doa kevet bod pa oa war e dalaroù. « Leon Bras » (Gwilhom Leon eus Karaez,  1870-1950), talabarder e 1 500 eured, a ranker ober anv anezhañ ivez… N’eus ket keit-se c’hoazh zo deuet lod eus sonerien diwezhañ an hengoun wechall da vezañ arouezioù bev, koulz abalamour d’o mod da soniñ ha d’o skeudenn hec’h unan. Evel-se emañ kont gant ar soner akordeoñs Jean Debeix (1902-1995) eus ar Gemene-Penfaou, a veze graet « le Père Jean » dioutañ, ha gant Gus Salaun (1897-1976), mestr-talabarder eus Banaleg. « Kelennerien enep-solfej » int bet da dastumerien azginivelezh ar bloavezhioù 1970-80, da lavar Lautent Bigot, unan eus an dastumerien hag an deskirdi-sonerien a oa d’ar c’houlz-se.

 

Hag ur plas zo c’hoazh d’ar sonerien er gevredigezh a-vremañ ?

Alies, en deizioù a-vremañ, e c’hoari ar sonerien a-stroll evit arvesterien aketus. Evit afer-se e chom ar soner, muzisian ha kasour an abadennoù (lijer e gomzoù a-wechoù !) ur skeudenn kazi mojennel eus sevenadur Breizh ha koubladoù sonerien biniaou-bombard zo  c’hoazh, bet kaset gante tost kement a abadennoù hag o diagentidi en XIXvet kantved : Jean Baron ha Christian Anneix paneveken, sonerien a Vreizh-Uhel anezhe hag a zalc’h da soniñ asambles o-daou abaoe 1972 !

Bezañ diouzh ar c’hiz eo ivez kemer perzh er c’henstrivadegoù difluket abaoe ar bloavezhioù 1880. An ampartiz, kentoc’h evit an hengoun, an hini a gont enno. War ar poltred-mañ e weler pemp soner bodet e kenstrivadeg ar Faoued e 1931, Gus Salaun eus Banaleg  en o zouez (a-gleiz en traoñ), mab ha mab bihan sonerien, ha Le Nouveau (a-zehou en traoñ). Gant hennezh ez eas ar priz kentañ, asambles gant e gomper Ar Gwenneg. Dastumad Laurent Bigot.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Colleu, « Sonerien : tud ha micher », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/08/2020.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/sonerien-tud-ha-micher

Levrlennadur :

  • Colleu Michel, Bigot Laurent (dir.), Musique bretonne. Histoire des sonneurs de tradition, Douarnenez, Le Chasse-Marée-ArMen, 1996, 512 p.
  • Colleu Michel (dir.), Sonneurs de vielle / de clarinette / de violon / d’accordéon / de biniou-bombarde en Bretagne (disques de collectages), CD de la collectionAnthologie des chants et musiques de Bretagne éditée par Le Chasse-Marée/ ArMen, 1993-1996.
  • Le Meur Yann, Sonneur, Spézet, Coop Breizh, 2002, 144 p.
  • Le Corre Martial, Les Sonneurs bretons, Tours, Sutton, coll. Mémoire en images, 2013, 224 p.
  • Le Père Jean - Sonneur d’accordéon des pays de Redon et de la Mée, Dastum / Dastum 44, coll. Grands interprètes de Bretagne, 2008, CD 44 titres, 73 mn, livret 96 p.
  • Berthou Yves / Molard Patrick, War Roudou Leon Braz, Rennes, Dastum, coll. Tradition vivante de Bretagne, 2002, CD, livret.
  • Valverde Mathilde (réalisation), collectif Vielle en Bretagne, La manie vielle des Bretons, film vidéo, 12 mn, 1984, prod. collectif Vielle en Bretagne, coll.association Vielle à Roue en Bretagne.
  • Jouve Dominique, Morvan Christian, Pierre Sérandour, l’aveugle de Corlay : un grand sonneur de treujenn-gaol du XIXe siècle, revue ArMen, n° 2, 1986.
  • De Parades Bernard, Morvan Christian, Malrieu Patrick, Postic Fañch, Matilin an Dall, naissance d’un mythe, éd. Les Amis de Bernard de Parades, 2004, 250 p.

Sonerezh :

  • Gus Salaun, Sonneurs de de biniou-bombarde en Bretagne Les enregistrements historiques. CD coll. Anthologie des chants et musiques de Bretagne éditée par le Chasse-Marée/ ArMen, 1996.
  • Père Jean, Le Père Jean - Sonneur d’accordéon des pays de Redon et de la Mée, coll. Grands interprètes de Bretagne, Dastum / Dastum 44, CD 44 titres, 73 mn, livret 96 pages, 2008
  • Janvier Serot bogue d’or 2011 2eme partie - Youtube
  • Louis Garel, Propos sur les noces, le métier de sonneur ; Cote CD : Auffray-40-07-26 Dastum - Archives du patrimoine oral de Bretagne

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité