Mojenn vigoudenn ar Sonerien Du

Aozer : Gilles Simon / Genver 2022

Hervez ar vojenn e oa gwechall er vro-Vigoudenn daou gomper, sonerien daou-ha-daou, a veze o kas en-dro gouelioù hag euredoù ar vro. Anavezet-mat e oant ha marteze abalamour d’ar c’hiz a veze ganto da gaout dilhad du en-dro dezho, alese o anv, ar Sonerien Du. Un noz pa oant o tistreiñ d’ar gêr eus ur gouel ma oant bet o soniñ enni e oant aet da gousket er foz war vord an hent. Harzet e voent gant an archerien a oa o vont da gas daou laer da vout krouget e kêr Pont-’n-Abad. Neuze e krogas al laeron da varc’hata gant an archerien, betek ma voe savet un emglev : laosket e vefe an daou laer da vont, gant ma vefe roet arc’hant bras d’an archerien, hag e vefe kaset an daou soner d’ar groug e plas al laeron. Graet e voe evel-se, hag ar Sonerien Du, daoust dezho bezañ digablus, a voe krouget e Run ar Justisoù....


Trouz bras a voe neuze er vro-Vigoudenn a-bezh, rak ma veze lonkerien eus ar Sonerien Du e voent paotred vat istimet-bras. Douaret e oant bet dindan ur c’hleuz nepell eus ar Justisoù, ha dont a reas o bez da vezañ danvez ur pirc'hirinaj. Rak lâret e voe e oa bet burzhudoù war-lerc’h ma pa bet tud klañv o vont da welet o bez.
E 1997 ez eus bet lakaet ur blakenn lec’h ma oa bet douaret ar Sonerien Du e Lanvourc’h, a-dreñv da lec’h m’emañ archerdi Pont-’n-Abad hiriv an deiz. War ar maen-kañv, a ra 1 metrad 90 a uhelder war 45 santimetr ledander, e weler an daou soner. Kizellet e oa bet en izelvos e-barzh skilt du, ha skrivet e Brezhoneg war-c’horre : « Dalc’h soñj d’ar sonerien du » . Ha dont a ra c’hoazh d’al lec’h damguzh-se un nebeud tud da gas tammoù bravigoù, da lâret eo tammoù priajoù torret, evit ober un het.

Alies a-walc’h eo c’hoarvezet e vefe bet lakaet war skrid istorioù ha mojennoù a oa bet betek-henn treuzkaset dre gomz hepken, a rummad da rummad. Ha gwir eo amañ c’hoazh. Rak gant Gabriel Puig de Ritalongi (1867-1898) eo bet skrivet mojenn ar Sonerien Du evit ar wech kentañ. Katalan e oa tad ar skrivagner a oa ganet e Pont-’n-Abad ha deuet da vezañ sekretour ti-kêr. Embannet e oa bet gantañ ul levr diwar-benn bro-Vigoudenn hag e annezidi, gant ur sell koulz etnologel ha touristel. E bal kentañ a oa dispenn tezenn Mahé de la Bourdonnais diwar-benn orin aziat ar Vigouterien, a-hervez. En e levr e kont mojenn an daou soner du, daoust ma ne anavezer ket an orin, rak ne ouzer ket digant piv en doa klevet, ne oa ket bet skrivet gantañ piv en doa kontet ar vojenn-se dezhañ. Moarvat en doa klevet istor ar Sonerien Du digant tud ar vro .

Bev-mat e chom e-touez annezidi ar vro en XXIvet kantved memor al lec’h ma oa bet douaret an daou soner bet merzheriet. E karter Lanvourc’h eo anavezet mat gant tud ar c’harter lec’h m’emaint beziet. Ar re goshañ er vro o deus soñj bezañ gwelet tud o tegas tammoù pladoù, priajoù pe «bravigoù» all a veze roet da brof d’an daou paour-kaezh soner. Evit ar brofourien-se e oa ar spi e c’hellent degas ar pare war unan bennak eus o familh tapet gant ur c’hleñved a-drugarez d’an inosanted-se bet krouget. Ur gredenn all a oa ma veze posupl kas ur prof evit goulenn adkavout un dra bennak bet kollet (evel ma reer e Kemper gant Santig Du). Tud all a zeue ivez gant o bugale poan ganto bale, pe dale ganto o kreskiñ pe o teskiñ. Betek ar bloavezhioù 1980 ez eus bet gwelet seurt profoù bet degaset aze. Ha koulskoude, da geñver ur weladenn war al lec’h e 2012 ez eus bet merzhet tammoù priajoù nevez laket c’hoazh, pezh a c’helle lakaat da soñjal e oa chomet bev ar gredenn gozh-se pelloc’h betek penn-kentañ ar XXIvet kantved.
Met moarvat e vefe un orin istorel da vojenn ar Sonerien Du memestra. Gant unan eus ar pevar diazezer ar strollad, Yann-Kaourantin Ar Gall e oa bet graet enklaskoù don a-walc’h war an istor-mañ. Aet eo darn vras disoc’hoù e enklask gantañ p’eo aet da anaon, kalz re abred, e 1995, siwazh ! Met hervez an istorour Serge Duigou hag an douaroniour Jean-Michel Le Boulanger, un darvoud istorel mantrus eo en defe roet buhez da vojenn bro-Vigoudenn. Tro an XVIIIvet kantved, da vare rak-dispac’hel bro-C’hall, e voe kaset d’ar marv c’hwec’h laer goude ma vefent bet o laerezh en un ti. Unan eus ar c’hwec’h laer-se bet krouget goude o zorfed, Pêr Kaneved, a oa ur soner brudet eus bro-Vigoudenn.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gilles Simon, « Mojenn vigoudenn ar Sonerien Du », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 31/01/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/mojenn-vigoudenn-ar-sonerien-du

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité