Tan-gwall ar sinema Omnia Pathé e 1931

Aozer : Erwan Le Gall / Gwengolo 2025

N'eo ket souezhus e vefe anv eus an tan pa gomzer eus ar sinema. Abaoe deroù industriezh an diduamant ez eus bet produet meur a film leun a wallreuzioù, evit dedennañ an arvesterien ha kas anezho maez eus o buhez pemdeziek e-pad un nebeud degadoù a vunutennoù. Met gwashoc'h eget ur film e voe an traoù a c'hoarvezas d'an noz-se, d'ar Sul 12 a viz Ebrel 1931, e sal aes ar sinema Omnia, plasenn ar C'hartaj e Roazhon, anvet plasenn ar C'halvar hiziv.

D'ar mare-se e veze graet un ehan c'hoazh e-kreiz ar filmoù, evit ma vefe cheñchet ar benioù gant al luc'hvanner. E-pad an ehan ez ae an arvesterien maez eus ar sal. D'an devezh-se e oant neuze oc'h aveliñ o fenn er-maez, hervez ar gazetenn gatolik roazhonat L’Ouest-Éclair, a gonte spis an darvoudoù. Setu-int neuze o welet flammoù o tont maez eus ur ranndi stok ouzh ar sinema. An tan ne rae nemet mont war-raok, evel er filmoù skrijusañ a zo. Div eurvezh war-lerc'h ne oa ket ken nemet dismantroù e plas ar sinema, hag ar goupolenn veur a doe ar savadur a gouezhas en he foull.

Met ne vije ket bet trawalc'h evit senario an afer-se da vezañ din da filmoù dedennusañ Hollywood. Ret e oa ouzhpennañ reuzidi dinamm bac'het gant ar flammoù. Pevar skout yaouank, « o tistreiñ war-lerc'h o baleadenn-Sul » a lakaas ur vaouez hag he c'hrouadur pevar miz da ziskenn a-hed ur gordenn, maez eus un ti stok ouzh ar sinema hag a oa o tangwallañ. Evel m'o dije bet gwelet The Towering Inferno, ar film anavezet deuet maez e 1974, daou-ugent vloaz a-raok na vije produet. Ur momedig goude e voe tro ur c'houblad tud a oa chomet kousket hag un intañvez da vezañ savetaet gant tri den all a oa deuet da wiriañ e oa didud ar savadur.

Ne voe ket lazhet an tan a-raok c'hwec'h eurvezh a stourm garv. E fin ar gont, ne voe nemet ur pomper a voe gloazet dizrouk, met bras-bras e voe an distrujoù. Hennezh a oa mantrusañ tan-gwall a oa bet er gêr abaoe 1921 ha distruj ar palez Sant-Jord, a skrivas ar gazetennerien goude.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Tan-gwall ar sinema Omnia Pathé e 1931 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/09/2025.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/tan-gwall-ar-sinema-omnia-pathe-e-1931

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù