Ur gouel etrekeltiek kentañ… e 1927

Aozer : Erwan Chartier / C’hwevrer 2022

Ma implijer kalzik ar gerioù « pankeltiek » pe « keltiek » e penn-kentañ an XXvet kantved evit kaozeal eus darvoudoù zo, dont a ra er-maez ar ger «etrekeltiek» er bloavezhioù 1920, evit tapout e greñv goude an Eil Brezel Bed. E miz Eost 1927 eo bet savet ar gouel kentañ a vefe bet graet «etrekeltiek», hag e oa e Rieg. Aozet e oa bet war intrudu Kenvuniad Breizh, un aozadur rannvroelour hag a embanne ur gelaouenn dindan an anv-se ivez. Kaset e voe en-dro gant an drouiz Taldir Jaffrennou hag un den e penn un embregerezh eus ar vro, anvet Jean de Saisy de Kerampuil. Un nebeud mizioù abretoc’h e oant bet e-touez dileuridi a Vreizh bet o weladenniñ Breizh-veur evit sevel liammoù politikel, sevenadurel hag ekonomikel ganto. Fellout a rae da Gerampuil tapout skouer an Iwerzhoniz hag ober tredan diwar taouarc'h Menez Are.
D’an 19 a viz Eost e krogas ar gouel-se, gant degemer dileuridi eus a vro-Skos, Kerne-veur, Enez-Vanav, Iwerzhon, met ivez Okitania, Kanad ha bro-Flandrez. Tro kant hanter-kant den a voe gwelet o tibunañ dre straedoù Rieg evit un dibunadeg veur. «Er penn-kentañ e voe sonerien  bagpipers eus a vro-Skos, dirak o dileuridi, evel ma c’heller lenn er C’henvuniad Breizh. Ha d’o heul e voe biniaouerien a Vreizh, deuet eus Rieg, Banleg, Pont-Aven, Karaez, Sant-Toz, ha kement zo. Goude-se e voe gwelet pemzek banniel kaer-kenañ bet prestet gant an Unvaniezh Rannvroel Breizh, o tispakañ broioù kozh Breizh. Goude-se e voe tro dileuridi eus bro-Iwerzhon, Kembre ha Kerne-veur… »

Gouel Etrekeltiek Rieg – Strollad biniaouerien a vro-Skos ha dileuridi bro-Skos, VILLARD Joseph-Marie, Mirdi Breizh an Departamant

Aozet e voe ar gouel gant Gorsedd drouized Breizh ivez, pa voe Taldir unan eus e grouerien, hag a oa un aozadur o vleuniaoua d’ar mare-se. Ul lid bras a voe kaset en-dro war lanneier Kergo, lec’h ma voe bet savet ur c'hrommlec'h mein veur arnevez diwar pemp peulvan. Er C’henvuniad Breizh e c’heller lenn ez eus bet savet «gant maen fetis e stumm kefioù goloet gant simant ha kinklet en o hed gant garanoù». Dindan ar monumant iskis-se ez eus bet douaret boutailhoù enno disklêriadurioù a feiz etrekeltiek, skrivet e Brezhoneg, Galleg ha Gouezeleg.
Goude lidoù an drouized e pa bet ur banvez bras a oa pedet daou vil den ennañ. Goude merenn e oa bet en tu all da dregont mil den, hervez an aozerien, bodet-holl war run Kergo. Deuet e oant da arvestiñ ouzh ar c’hoarioù atleterezh, hag ur c’hourenadeg vras enni Bretoned ha Kerneveuriz. Deuet e oant ivez da selaou pe da gemer perzh er genstrivadeg gavotenn ha «dañsoù ouzh ar binioù». Sonerezh keltiek a glever ivez, ha tro o deus bet an arvesterien da stlakañ o daouarn ouzh ar viniaouerien ha dañserien a vro-Skos, met ivez lazoù-kanañ eus bro-Gembre, gant o dilhad.

Gouel Etre-Keltiek Rieg – Dileuridi bro-Gembre, VILLARD Joseph-Marie, Mirdi Breizh an Departamant

Kendalc’het e voe ar ouel etrekeltiek kentañ an deiz war-lerc’h, d’ar Sul 20 a viz Eost 1927, bepred gant un aergelc’h degemerus. Evel-just ne oa ket ken ledan ha gouel an Oriant hiriv an deiz, met diaraoger e oa gouel Rieg koulskoude. Ma ne gaver ket ken lidoù an nevez-drouized, memestra e kaved pezh en deus degaset berzh d’ar gouel hiriv an deiz : aergelc’h laouen, sonerezhioù keltiek mesk-ha-mesk hag emgavioù etrevroadel. Ne vo heuliad ebet d’an emgav etrekeltiek kentañ, ha koulskoude e veze aozet «gouelioù keltiek» ingal a-walc’h koulskoude er bloavezhioù 1930, tro-dro da lidoù ar C’horsedd, ha degemeret enno dileuridi hag arzourien ar broioù keltiek all.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité