Hanter-kant vloaz a ouelioù etrekeltiek en Oriant

Aozer : Erwan Chartier / Ebrel 2022
Bep hañv abaoe 1971 e klever tonioù keltiek en Oriant a-drugarez d’ar Gouel en deus kaset dre ar bed-holl brud vat eus ar gêr. Ouzhpenn un hanter-milion a dud a vez desachet eno gant un darvoud ha n’heller ket ober heptañ e bed ar sevenadurioù ar bed keltiek a-vremañ.

Ma ’z eus el lec’h ma kav ar spered etrekeltiek e blas abaoe un hanter-kant vloaz bennak, ez eo en Oriant ez eo. Diazezañ darvoud sevenadurel pennañ an hañvezhioù e Breizh e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 ha 1970, pa veze lanv ar sonerezh keltiek o tapout he lañs nevez koulskoude. Loc’het e oa bet da gentañ gant distro war al leurennoù binviji ar sonerezh hengounel, pa oa bet savet ar bagadoù, e dibenn ar bloavezhioù 1940, diwar skouer ar pipe-bands e bro-Skos
Abaoe dibenn an XIXvet kantved e veze aozet kenstrivadegoù sonerezh Breizh ha kampionadoù biniaouerien koulskoude, met dizingal e vezent aozet. Ret eo bet gortoz ma vefe bet eus un aozadur frammet-mat neuze, hag e voe BAS, Bodadeg ar Sonerion, evit ma tiwanfe mennozh ur genstrivadeg ha zeufe en-dro ingal. Ha kenta-ñ kampionad ar viniaouerien a voe dalc’het e Brest e 1953. Buan a-walc’h eo troet da «Gouel Etrevroadel ar biniaouioù». Dont a ra meur a Skosad evit barn ar sonerien, pe c’hoari. Adalek 1960 ez eo e Brest eo anvet kampion Breizh ar bagadoù, e-doug un emgav a zo deuet da vezañ ur pennvad poblek, pa veze milieroù a dud bodet war Vali Dajot, a-us da borzh ar c’henwerzh, evit dont da selaou biniaouerien ha talabarderien o soniñ. Hag e Brest e vefe chomet an darvoud ma ne vefe ket bet divizet gant an ti-kêr, renet gant Lombard, da gempenn ar vali-se e dibenn ar bloavezhioù 1960. Diaes eo lakaet aozerien ar BAS gant al labourioù-se, kment ma oa bet divizet ganto kuitaat ar gêr. Polig Monjarret, staliet da neuze e Plañwour, e-tal an Oriant, ha kreñv e levezon e diabarzh ar BAS, a ginnig dezho dont da gaout porzh ar Mor-bihan. Evel-se e voe kollet gouel ar viniaouerien gant Brest, ha gounezet ur Gouel Etrekeltiek gant kêr an Oriant.

  

Skritell BREST GOUEL ETREVROADEL AR BINIAOUIOÙ,1955, Dastumadegoù Mirdi Breizh 977.0113.1

Biniaouioù ha nozioù folk

Dister a-walc’h e voe kentañ gouel an Oriant e 1971, met kavout a reer ennañ an elfennoù a yeas d’ober berzh ar gouel koulskoude, en o zouez dibunadeg ar sonerien ha dañserien, ur fest-noz hag un nozvezh folk. Homañ zo kaset en-dro gant ur c’haner yaouank, Alan Stivell, p’eo leun Palez ar C’hendalc’hioù evit e abadenn, a-raok ma teufe ar brud warnañ evit e abadenn en Olympia, evel ma ouzer. Klevet e voe bet Gilles Servat hag ar c’hoarezed Gwadeg ivez, a-raok an Dubliners pe c’hoazh Brenda Wooton. Er gazetenn ArMen n° 69 (miz Gouere 1995) en doe soñj ar c’hazetenner Fañch Jestin eus ar ganerez-se deuet eus a Gerne-veur : « Ha neuze ur ganerez dianav a-grenn, aet er-maez evit ar wech kentañ eus he bro c’henidik, Kerne-veur, evit kanañ amañ… Buan e teuas da vout dougerez-chañs ar Gouel, hec’h anv : Brenda Wooton. »
E 1972 dindan levezon an hini a grog da ren ar gouel, Jean-Pierre Pichard,e teuas gouel ar biniaouioù le festival da vout gouel etrekeltiek. Buan o deus komprenet an aozerien pezh o doa da c’hounit dre un digoradur d’ar bed kelt. Gellet o doa ivez kemer harp war rouedadoù ar BAS he doa savet dija eskemmoù sevenadurel gant bro-Iwerzhon, bro-Skos, bro-Gembre pe Galiza. Pedet e oa bet meur a pipe-band eus a vro-Skos ha bro-Iwerzhon. Gant Micheau-Vernez e voe treset skritell ofisiel ar gouel, a oa warni tri soner gwisket gant lifreoù teir vro disheñvel. Sonerien a Gerne-veur, Kembre pe Enez-Vanav a oa bet deuet ivez d’ar gouel. E-keit-se e voe kampionad ar bagadoù oc’h en em staliañ war dachenn ar Voustouer.

Adalek 1973 e voe stag aozadur Kan ar Bobl ouzh hini ar Gouel Etrekeltiek. Ar genstrivadeg-se a oa awenet gant ar Fleadh Cheoil e bro-Iwerzhon, ha kreñvaat a reas sell etrekeltiek ar gouel, rak pedet e voe ar ganerien bet dibabet eno da genstrivadeg Celtavision e Killarney. E1974 e teuas da soniñ ar strollad the Chieftains ha lod eus kanerien al luskad nevez e Breizh : Gweltaz Ar Fur, Bleizi ruz, Diaouled ar Menez pe c’hoazh Djiboudjep. Merket e voe ar bloaz 1975 gant donedigezh dileuridi niverus eus Enez-Vanav, ha trec’h bagad Kemper war Gevrenn Sant-Mark. Adalek 1976 e zeu Galiza da dapout he flas ofisiel e familh vras ar Gelted a-vremañ. E-mesk ar birvilh a voe er blavezhioù 1970 e ranker menegiñ donedigezh ur ganerez veur etrevroadel he brud, Joan Baez, e 1978. E dibenn an abadenn e teskas dañsal ar gavotenn, hag ingal a-walc’h eo deuet en-dro d’an Oriant.

Ar c’hrouidigezhioù meur

Merket eo bet ar bloavezhioù 1980 gant krouidigezhioù sonerezh meur diwar-benn temoù keltiek o deus gwriziennet mat brud ar gouel, pa weler sonerezhioù ha binviji ar broioù keltiek mesk-ha-mesk. Evel-se e voe klevet Symphonie celtique( ar Sifoniezh Geltiek)  gant Alan Stivell (1980), Tristan and Isolde gant ar Chieftains (1981), Lug gant Roland Becker (1986),  Vaisseau de pierre (Al Lest vaen) gant an Tri Yann (1988) pe c’hoazh Celtophonies gant Marc Steckar (1994). Met moarvat ez eo gant krouidigezhioù Shaun Davey a vro-Iwerzhon eo bet merket don istor ar gouel etrekeltiek. E The Brendan Voyage (Beaj Brendan) (1982), e veske son an uillean-pipe (pib-ilin) a vro-Iwerzhon gant ul laz-seniñ sinfonek. Ma voe souezhet an arvesterien, e voent entanet da vat. Ha deuet ar sonaozour adarre gant krouidigezhioù all,  Suite celtique de Lorient (The Pilgrim) (1983) lec’h ma veze klevet holl vinviji ar broioù keltiek.
Merket e voe ar bloaz 1985 gant donedigezh kentañ ur ministr ar sevenadur, Jack Lang, deuet da embann e vefe aotreet an panellerezh divyezhek e Breizh. Ar bloavezh-se ivez e voe degemeret an Asturias da eizhvet bro keltiek. Ha dindan levezon Jean-Pierre Pichard bepred e voe digoret ar gouel d’an diasporaioù keltiek, hag alese da vroioù un tamm mat pelloc’h. Komprenet mat en doa rener kentañ ar gouel pegen dedennet e oa tud er bed a-bezh gant ar sonerezhioù keltiek : « Kement a startijenn a vez ganto ma vo trec’het meur a hini ganto, ha savet e vo liammoù tramor war-zu bro-Gebek, Aostralia, Louiziana ha bro-Japan zoken, pa dridont gant ar sonioù distaget en Oriant, ha dont a rint da gemer perzh ha dañsal ganeomp. »

Skritell evit Beaj Brendan, 1982, Dastumadegoù Mirdi Breizh 2002.0015.73


Mare an anaoudegezh e voe ar bloavezhioù 1990 evit ar gouel a oa ene barr da neuze. Un dek devezh bennak e pad ar gouel neuze, e penn-kentañ miz Eost, ha desachet kantadoù milieroù a dud ennañ. Micherelaet e oa ha tutaet ez eus bet implijidi pad. Kenderc’hel a ra an digor war ar broioù all, evel ma lâr Jean-Pierre Pichard : « Ar strategiezh evit an diavaez eo e ranker diskouez e nerzh en diavaez eus bro-C’hall evit gellet bezañ anavezet er Frañs. Rak gouzañv a ra meur a Vreizhad abalamour ma n’int ket anavezet e bro-C’hall evit o sevenadur disheñvel, ha gwasket ez int c’hoazh gant «sindrom Bécassine». Met a-drugarez da gazetennerien ar broioù all, a veze kustum er gouel, e voe savet rouedadoù en holl vroioù Europa hg ar Stadoù-Unanet. »
E penn-kentañ an XXIvet kantved e oa ar gouel e roud, ha mont a ra war-zu ar broioù estren. Ar Stad Frañs en doa goulennet skoazell ar gouel evit aozañ un heuliadenn Nozvezhioù keltiek er bloavezhioù 2000. E 2007 Lisardo Lombardia, paotr Asturias, a dapas plas Jean-Pierre Pichard, ha digoret e vo ar gouel da vroioù Amerika ar Su. Staliet eo bet ar gouel war-zu ar borzhenn-loz, zoken ma chom un tamm mat a strolladoù e tavarioù degemerus an Oriant evit ar gouel «off». Bepred e vez kinniget abadennoù n’heller ket ober hepto, vel an nozvezhioù etrekeltiek war dachenna r Voustouer, pa weler meur a strollad dañsoù hengounel tro-ha-tro, e-doug un div eurvezh bennak, met ivez an dibunadeg veur, pe c’hoazh tro-dibenn kampionad ar bagadoù. « Ur mare fromusbras, evel ma tispleg Yann Artur, soner e bagad ar Meilhoù Glas, en deus kemeret perzh abaoe ar bloavezhioù 1980. Kollet en deus ar gouel un tamm eus e spered «gouel war ar prim» memestra, abalamour ma c’houlenn BAS e c’hoarifemp evel tud a-vicher bremañ. Keuz ‘m eus eus ar mare ma veze ar sonerien o vont e kêr evit gellet c’hoari aliesoc’h, met moarvat e teuio en-dro… »

Skritell Kamionad broadel ar bagadoù, 1990, Dastumadegoù Mirdi Breizh 990.0007.116

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Chartier, « Hanter-kant vloaz a ouelioù etrekeltiek en Oriant », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/04/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/hanter-kant-vloaz-a-oueliou-etrekeltiek-en-oriant

LEVRLENNADUR : 

  • Chartier-Le Floch, Erwan, « Festival interceltique de Lorient, un demi-siècle de rencontres passionnées », ArMen n° 243, juillet 2021, p. 14-29.
  • Chartier-Le Floch, Erwan, Histoire de l’Interceltisme en Bretagne, Coop Breizh, Spézet, 2013, 456 p.
  • Gestin Fañch, « Lorient, 25 ans de passions interceltiques », ArMen n° 69, juillet 1995, p. 2-12.
  • Pichard, Jean-Pierre, Le FIL, Festival interceltique de Lorient, une grande aventure humaine, Coop Breizh, Spézet, 2021, 192 p.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité