An 11 a viz du 1918 : un darvoud diskeudenn

Aozer : Erwan Ar Gall / Here 2018

Souezhet e vezer a-wechoù gant ar pezh ac’h a – pe n’ec’h a ket - d’ober an dielloù. Daoust d’an 18 a viz du 1918 bezañ unan eus deiziadoù brudetañ istor an XXvet kantved ez eo rouezh al luc’hskeudennoù o dije miret ur roud anezhañ.

Skeudennoù zo, eveljust, eus dileuridi hollc’halloudus Bro-Alamagn deuet da sinañ daskor o armeoù hag an arsav-brezel war un dro, e kombod-ren ar marichal Foch e frankizenn Rethondes : un nebeut luc’hskeudennoù ha livadennoù a bep seurt dreist-holl, kartennoù-post paneveken. Pell eus an talbenn e voe luc’hskeudennet pe fimet zoken, arvestoù levenez vras ar bobl e Pariz, e Londrez hag e New York. N’eus luc’hskeudenn ebet avat, betek goût, eus an 11 a viz du 1918 e Breizh.

Al luc’hskeudenniñ, avat, ne oa ket d’ar c’houlz-se ar pezh ez eo deuet da vezañ abaoe m’eo bet niverelaet.

Un nebeut eilennoù zo trawalc’h, en deizioù a-vremañ, evit moullañ da viken en ur bellgomzerez hezoug un darvoud a-bouez pe, er c’hontrefed, eus an disterañ-tout. E 1918 e oa un tamm mat strishoc’h ar mod-oberiata ha ker e kouste ober luc’hskeudennoù, ha pa oa krog an teknik-se d’en em ledañ e-touez ar bobl. Hir-mat e oa an amzer ret da voullañ ur skeudenn war ur blakenn-wer, ha gouloù splann a oa ezhomm evit kaout ur skeudenn dereat. Kement-mañ, eveljust, ne lakae ket aes labour al luc’hskeudennerien « war an dachenn »…

Abaoe mizioù koulskoude, abaoe bloavezhioù zoken, e oad o c’hortoz an arsav-brezel, e Breizh hag e lec’h all. Tapet berr e voe an holl koulskoude pa c’hoarvezhas a-benn ar fin, ken prim ken ne dapas den ober ur skeudenn dioutañ, evel pa ne gredje hini ebet ken e c’hellje an hir a voserezh-se paouez un deiz bennaket.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité