An arz war vaen

Aozer : Philippe Gouezin / Genver 2019

Kerkent ha savet ar c’hentañ meinveur e kroged da gizellat a-bep seurt skeudennoù warne : loened, armoù, rikoù berrdreset ha lunioù geometrek. Diaes eo kompren ar skeudennoù-se evit c’hoazh, arouezioù lod anezhe pe klinkadurioù hepmuiken evit lod all, daoust ma zo bet kavet livadennoù ragistorel nevez zo.

Kammelloù kizellet war peulvan Kêrvarker er Vouster-Logunec’h. Aotre gant Philippe Gouezin

Unan eus ar skeudennoù koshañ bet kavet e Lanneier Lanvaoz eo hini ur gammell, kizellet-kaer war mein-sav Kêrvarker er Vouster-Logunec’h. An arouez « U » a gaver stank awalc’h en Arvor, war taolioù-maen un trepas oute, a weler c’hoazh war daol-vaen ar Vein Gozh Ruz e Kolpoù. E lanneg ar Sournan e Sant-Wionvarc’h e oa un daol-vaen kizellet warni, ez-torgennek, div arouez stumm spilhennoù dezhe ha berrdresoù bouc’hilli war o zreid, hañval awalc’h ouzh hini Kêr-al-Lann e Sant-Yann Brevele. War peulvan Trebrun e Pluhernin e oa bet kizellet ivez, ez-kleuz, arouez ar vouc’hal war he zroad. War hini Kêrvarker er Vouster-Logunec’h e weler kerniel ul loen aet e skeudenn da get gant frailh ar maen.

Foto 1 : Taol-vaen Kêr-al-Lann (Sant-Yann Brevele). Tresad : Bouc’hilli war o zreid, kizellet war peulvan Trebrun (Pluhernin). Foto 3 : korn ul loen kizellet war peulvan Kêrvarker (ar Vouster-Logunec’h). Aotre gant Philippe Gouezin

An divronn kizellet a-dreñv dar-dal taol-vaen Maen Gwareg e Plaodren a ro da soñjal e berrdres un doueez, un dro-c’hoûg dezhi pe get. Kadarnaat a ra talvoudegezh benel skeudennoù zo. Skeudennoù tud a gaver ivez e bezioù zo.

Kibellouigoù zo bet kizellet splann awalc’h war galzik a gerreg pe war daroù-sav, dishañval-mat ouzh ar re bet toullet gant nerzhioù an amzer (taolioù-maen Kadiou e Plaodren hag ar Bignon e Sant-Wionvarc’h). Kavet e vezont war peulvanoù zo ivez (Regnon e Plegadeg, Koleoù e Sant-Yann Brevele, Coëby e Tredion).

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Gouezin, « An arz war vaen », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/01/2019.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/an-arz-war-vaen

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité