Estreget kêr Roazhon he deus anduret gant an tan : Naoned a zo merket hec'h istor gant tanioù-gwall ivez. Soñj hon devez, evel-just, eus an 18 a viz Gouere 2020, pa zevas an iliz-veur, ur savadur a oa bet adsavet e-pad daou vloaz ha daou-ugent, rak pulluc'het e oa bet e 1972 dija. Petra a oa kaoz neuze ? « Diavizded ur micherour », a oa « o tresañ joentroù e kroazenn norzh ar savadur hag en doa lakaet an tan ennañ diratozh gant e flammer ». Bras e voe an distruj ha brasoc'h from an dud. « E-doug un nebeud munutennoù e voe devet kantvedoù a istor, dec'h », a embannas kinniger ar c'heleier, en tele, pa reas anv eus an tan-gwall.
D'ar 24 a viz Eost 1796 e oa ar c'hoariva Graslin an hini a oa bet o tangwallañ. Adsavet e oa bet en e bezh adalek 1811 ha digoret daou vloaz goude. Unan eus arouezioù anavezetañ ar gêr eo hiziv. E miz Kerzu 1117 ivez e oa bet lakaet ar voger-dro da argilañ betek an Erzh goude un tan-gwall bras. E tolead al lec'h a zo deuet da vezañ plasenn ar Pilori e tremene a-raok. Daou gantved abretoc’h e oa bet preizhet ha tangwallet ar gêr gant ar Vikinged. An degouezhioù-se, bet c'hoarvezet en istor hir ar gêr, a ziskouez penaos e oa bet adsavet Naoned bewech ma oa bet tizhet gant an tan.