Keleier

Emvod publik war renabl ar GSD e Bro Kornôg Kreiz Breizh d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret

Publié le 17/06/2016

Un emvod publik a zo aozet d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret evit displegañ d’ar boblañs palioù ha mod implij renabl ar glad sevenadurel dizanvezel e Bro Kornôg Kreiz Breizh. Krog eo BCD/Sevenadurioù Breizh da sevel renabl glad sevenadurel dizanvezel Bro Kornôg kreiz Breizh gant sikour ar bodad Sevenadur Kuzul diorroiñ ar Vro ha […]

Lenn ar pennad

Ur burev BCD/Sevenadurioù Breizh digoret e Sant-Brieg

Publié le 23/05/2016

Lidet eo bet digoridigezh burev BCD/Sevenadurioù Breizh staliet e Sant-Brieg d’ar meurzh 17 a viz mae tremenet. Pedet e oa bet izili ar c’huzul merañ ha kevelerien BCD/Sevenadurioù Breizh evit-se d’an devezh-se. Staliet eo ar burev-mañ e Ti ar Vro/L’ôté war porzh al Légué. Servijout a raio deomp da lakaat kefridioù ha labourioù BCD/Sevenadurioù Breizh […]

Lenn ar pennad

Doserioù nevez e brezhoneg kinniget gant an arload Breizh App

Publié le 24/03/2016

25 doser e brezhoneg skrivet gant arbennigourien anavezet a zo kinniget bremañ war an arload savet gant Bretagne Culture Diversité. Lakaat da anavezout Breizh, he istor, he identelezh, he glad, setu palioù ar benveg-mañ aboae ur bloazh bremañ. Tri doare a zo da dizhout an danvez evit an implijer : pe dre an temoù (istor, […]

Lenn ar pennad

Abadenn radio Sevenadurioù : Ar rouedadoù

Publié le 08/03/2016

Emañ an abadenn radio “sevenadurioù” diwezhañ enlinenn. Gouestlet e oa ar miz-mañ d’a rouedadoù. Komzet ez eus bet deus Bretania.bzh, porched sevenadurioù Breizh, deus rouedadoù labour BCD/Sevenadurioù Breizh, deus ar gevredigezh Dastum ha deus an arload Stag. [Da selaou en dro dre amañ]

Lenn ar pennad

Nozvezh Philippe Durand e Brest

Publié le 25/02/2016

Un nozvezh evit enoriñ Philippe Durand, aozet gant Gwarez filmoù, a vo dalc’het d’ar gwener 26  a viz c’hwevrer 2016 adalek 8eur noz e sinema Studios e Brest. Philippe Durand (1932 – 2007) a zo bet barzh, kazetenner, senarier ha sevener evit ar sinema hag ar skinwel. Sevenet en deus ivez un hanterkant film bennak, […]

Lenn ar pennad

An abadenn radio “Sevenadurioù” diwezhañ da bellgargañ

Publié le 16/02/2016

Emañ an abadenn “Sevenadurioù” diwezhañ enlinenn, da bellgargañ war lec’hienn radiobreizh.net. Petra eo ur vro ? Pegen lies eo ar respontoù pa vez savet ar goulenn-mañ ! Perak ez eo ar broioù e Breizh un dra gwriziet ken don e kalon an dud ? Deus pelec’h e teu ar santimant ken kreñv da vezañ eus […]

Lenn ar pennad

An Afghanistan dre daoulagad Guillaume Bordier war lec’hienn bed.bzh

Publié le 18/12/2015

Evit ar wech kentañ, estreget tammoù deus ar filmoù sevennet gant Christophe de Ponfilly war an Afghanistan, en o zouez Massoud l’afghan, kinniget e vez gant BED ur film war ar vuhez pemdez e  Hérat, e kornôg ar vro. L’empreinte a zo ur film bet savet e 2008. Troet eo bet hep arc’hant met en […]

Lenn ar pennad

Un taol sikour evit kaout mennozhioù evit nedeleg ?

Publié le 15/12/2015

Un taol sikour evit Nedeleg ? Prenit DVD ar web-heuliad « Gwir Vretoned » ! Berzh a ra an heuliad web-mañ : 225 000 gwech gwelet war ar web ! ! Kinniget e vez ur rummad 12 filmig 2 vunutenn pep hini. Respontoù da c’houlennoù war Breizh eo ar pal, ur seurt « foer ar […]

Lenn ar pennad

Ur chadenn video nevez enlinenn war lec’hienn BCD/Sevenadurioù Breizh

Publié le 11/12/2015

Ur chadenn video a zo bet lakaet enlinenn nevez’zo gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo d’ar raktres Bazhvalan / Baçadou. Adkavout a rit c’hwec’h atersadenn gant Daniel Giraudon, enklasker, a zegaso kuzulioù evit ar re a fell dezho mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik. Perak mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik ? Penaos kaout un eil emgav […]

Lenn ar pennad

Ha komz a reoc’h deus glad sevenadurel dizanvezel ? Ur renabl-perzh e kornôg kreiz Breizh

Publié le 25/11/2015

Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù Breizh, asambles gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, o deus lidet, d’ar yaou 3 a viz kerzu tremenet, renabl-perzh ar glad sevenadurel dizanvezel e tachennad kornôg Kreiz-Breizh. Treuzkaset a rann oadoù da rann oadoù hag adnevesaet ingal, kavout a reer ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD) er pratikoù sokial, lidoù ha festoù, gouiziegezhioù […]

Lenn ar pennad