Keleier

René Vautier enoret

Publié le 26/10/2015

Da zizoloiñ war lec’hienn an ti produiñ Les mutins de Pangée, embannadurioù lies evit enoriñ René Vautier. Embannet o deus daou DVD-levr, unan anvet Afrique 50 hag egile René Vautier en Algérie, a ginnig 4 DVD gant ar film Avoir 20 ans dans les Aurès en o zouez. Pediñ a reomp ac’hanoc’h ivez da sellet […]

Lenn ar pennad

Ar c’hontadennoù e Breizh, talbenn an abadenn radio Sevenadurioù

Publié le 19/10/2015

Emañ an abadenn radio “Sevenadurioù” diwezhañ enlinenn. Talbenn ar miz-mañ : ar c’hontadennoù e Breizh. Un drugarez evit kaozeal deus “Il était une fois… en Bretagne, Contes, collectes & conteurs” un diskouezadeg niverel bet lakaet enlinenn gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo an abadenn-mañ da Albert Poulain, konter meur eus Piperia aet d’an aon d’ar 6 a […]

Lenn ar pennad

D’an 23 a viz here et Pleyber-Christ e vo dalc’het an “Davarn Istor” o tont

Publié le 15/10/2015

Ar 46vet Tavarn Istor a vo dalc’het d’an 23 a viz here o tont adalek 6e30 noz e sal ar gouelioù Pleyber-Christ  (29). Aozet e vo gant kevredigezh “Tavarnioù Istor e Breizh” gant sikour Ti-kêr Pleyber-Christ, Pleyber-Patrimoine, ha mediaoueg Pleyber-Christ. Fellout a rae da T/di-kêr Pleyber-Christ aozañ an nozvez-se evit kontañ ha dec’hel ur roud […]

Lenn ar pennad

BCD/Sevenadurioù Breizh e Dielloù departamantel Aodoù an Arvor

Publié le 15/10/2015

Pedet eo BCD/Sevenadurioù da ginnig skouerioù  deus ostilhoù nevez evit an deskadurezh d’ar merc’her 4 a viz du eus 3e30 betek 5e abardaez e Dielloù Departamantel Aodoù an Arvor e Sant-Brieg. Kinniget e vo da gentañ an diskouezadeg bale “Aodoù an Arvor er brezel bed kentañ” savet gant an Dielloù departamantel. Da heul e vo […]

Lenn ar pennad

Emañ an diskouezadeg war ar c’hontadennoù enlinenn

Publié le 12/10/2015

Labourat a ra Bretagne culture diversité da skignañ danvez sevenadurel Breizh. Sevel a ra ostilhoù aes da implij evit tizhout ar muiañ a dud posubl, ar re yaouank da gentañ. Labourat a ra ar gevredigezh gant aktourien sevenadurel evit sevel raktresoù a-gevret. Skignet e vez an danvez sevenadurel-mañ dre ar stummoù niverel ha dre Internet […]

Lenn ar pennad

Pennad 12 – Ar Gouren

Publié le 07/10/2015

Ur sport emgann eo ar gouren. Krog e oa bet gantañ e Breizh er IVre-Vvet kantved, pa oa deut ar Vritoned d’en em staliañ ‘barzh ar vro. Da zigentañ e oa ur c’hoari evit an noblañsoù. Tamm-ha-tamm e oa deut da vezañ sport ar bobl a veve war ar maezioù…

Lenn ar pennad

Emañ pennad diwezhañ Klichedoù Breizh enlinenn

Publié le 06/10/2015

Debret e vez muioc’h a amann sal gant ar vretoned ! Sed aze ar pezh a vez lavaret, ha n’eo ket ur c’hliched ! Kalzig a vez debret ganto : tost div gwech muioc’h eget ar C’hallaoued… E12-S02 Les Bretons et le beurre salé from BCD Sevenadurioù on Vimeo.

Lenn ar pennad

P12 R02 – Ar Vretoned hag an amann sal

Publié le 06/10/2015

Debret e vez muioc’h a amann sal gant ar vretoned ! Sed aze ar pezh a vez lavaret, ha n’eo ket ur c’hliched ! Kalzig a vez debret ganto : tost div gwech muioc’h eget ar C’hallaoued…

Lenn ar pennad

“Treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz” a vo tem ur c’hendiviz e Brest

Publié le 29/09/2015

Kemer a raio perzh BCD / Sevenadurioù Breizh er c’hendiviz « treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz » aozet gant Drom e-pad festival No Border#5. Evit an trede bloavezh da heul e vo aozet, gant kevredigezh Drom, ur c’hendiviz diwar-benn treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz. Klaskerien, sonerien, pedagogourien a zivizo diwar-benn ar […]

Lenn ar pennad

Embannadurioù TES – Ar Brezl bras

Publié le 28/09/2015

Ar brezel 14 bevet gant ar Vretoned, pe e vefent bet war an talbenn pe chomet e Breizh. Ugent tem (an trañcheoù, ar brizonidi, al labour, ar skol…), skeudennaouet gant un toullad dielloù a bep seurt, e brezhoneg an darn vrasañ anezho : fotoioù, lizhiri, pennadoù kazetennoù… Ur c’heriaoueg hag un dastumad danevelloù e fin al […]

Lenn ar pennad